Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Diskouezadeg “Keltiek ?” : perak emañ ar gleizourien o taeriñ ruz ?

Ne gomprenan ket perak emañ ar gleizourien Vreizh o taeriñ ruz ouzh an diskouezadeg “Keltiek ?” eus ar Champs Libres e Roazhon. Kement ha kemer ur skouer, Alan Kloareg eus Douar & Frankiz a c’hourc’hemenn war e bajenn Facebook an enklaskour Ronan Le Coadig evit e hir a bennad war Mediapart :

Hag hol lennerien a oar en deus Alan Stivell tennet e baeroniezh p’en doa dizoloet peseurt blaz a oa gant an diskouezadeg-se.

Ha peseurt bloaz a zo gant an diskouezadeg-se a-benn ar fin ? Blaz an “disevel”, blaz ar “geñverelouriezh” tra ken. Blaz an “enmezh”, ar “mezh ganin ma-unan”. Blaz an “holl identelezhioù a zo bitrakoù savet diwar netra anezho”. Ha gant piv eo bet ijinet tout ar meizadoù brein-se ? Ar gleizouriaj a-vremañ degaset eus ar skolioù-meur amerikan an hini eo evel just.

Ha ma vefe un diskouezadeg er Champs Libres o lavar e vefemp holl ni bretoned a-orin eus Afrikaniz degaset er vro an diaoul ‘oar penaos, petra e vefe lavaret gant hor gleizourien ? Ha savet o defe o mouezh ivez ? N’o deus ket c’hoant bezan hironed pe kreolizet ken ? Ha fellout a ra dezho bezañ keltied a-ouenn vat a-benn ar fin ? Setu mennozhioù iskis, neketa ?… mennozhioù hag a zo “blaz ar faskouriezh” ganto zoken ! Alato !

A’ta tudoù ! N’omp ket kelted, ni zo holl hironed setu ar pezh a brezeg hag a adprezeg aviel ar gleizouriaj ! Lavar ar c’hontrol a zo “faskour” ! Ha n’ho peus kontet aon da vezañ kontet “faskourien” gant ur strolladig gall bennak ?

Gant an diskouezadeg “Keltiek ?” setu hor c’hleizourien vreizh paket en o griped ideologek dezho ‘m eus aon.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky