Sant-Brieg : blaz ar wokism gant diskouezhadeg war harz-labour ar Joint Français

Pa’z aer da weladenniñ an diskouezhadeg war harz-labour ar Joint Français e mirdi Sant-Brieg e kreder, da gentañ-holl, e vo kaoz eus sevenadur bed al labour, penaos e oa an aergelc’h e 1972 e Breizh pa tarzhas an harz-labour ha me oar c’hoazh. Gwir eo, e salioù kentañ an diskouezhadeg e weler traoù a seurt-se. An « endro » m’eo partiet an emsav ma faotañ deoc’h. Met tamm-ha-tamm eo deuet a-benn komiserien an diskouezhadeg da silañ un tamm wokism en diskouezhadeg, ken er panelloù ken war ar skritelloù.

Da gentañ, dav eo menegiñ ar meneg d’an LGBTQQZiZi. En un diskouezhadeg war ar Joint Français ! Hervez plac’h an degemer, eo bet klasket « ledanaat ar sell » war ar stourmoù er bloavezhioù 70. Ah ya ? Ha perak n’eus tamm meneg ebet eus an FLB, eus Plougoñv, eus vrezel al laezh ha me oar c’hoazh ?

LGBT, LGBT, ur gwir propaganda da bep eur ha bep momed !

Met souezhadennoù all a zo en diskouezhadeg-mañ. Goude an LGBT, setu en envroidi ! Aï’ta ! War an enroladennig ma klever maouezed o komz eus stourm ar re Lip e 1973 e klever anezho o kaoz eus… an arabed a veze o labourat el labouradeg Lip ! Amañ ivez, dav eo addeskiñ ar bobl, ar werin, al labourerien a vot Le Pen pe Zemmour !

Un tamm pelloc’h e lenner traouigoù diwar-benn poan ar merc’hed a laboure er Joint Français. Met buan-tre e komprener ne vo ket gouestlet « korn ar merc’hed » da arc’hadurioù al labourerezed, da sorc’hennoù an Nevez-Feminism a-vremañ ne lavaran ket ! Diforc’hidigezh hag all… mui un tamm « skritur ebarzhus » war panelloù zo evel just !

Meskañ arc’hadurioù bed al labourerien ha sorc’hennoù ar wokism bourc’hiz ganet er skol-veurioù amerikan, soñjit deoc’h ! Bah, graet eo bet gant mirdi Sant-Brieg !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal, Société

EBEN : Et un autre album de musique bretonne aux accents woke, un !

Découvrir l'article

Insolite, Politique

Le Havre : un étonnant ticket LFI pour les municipales !

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal, Société

Les hommes polluent plus que les femmes… selon des études biaisées et incomplètes

Découvrir l'article

ST-BRIEUC

Saint-Brieuc. Une famille au cœur d’un vaste trafic de drogue démantelée par la police

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Politique, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur prof a 600 000€ evit ar « c’hartcherioù » gant an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Local, Loudéac

Sant-Herve (22) : Paeiñ aveit un « tren seblant »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : Yao da live 2 an div garta !

Découvrir l'article

Immigration, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Saint-Brieuc : la drogue venait de Las Vegas, le trafiquant d’Albanie

Découvrir l'article

Local, NANTES, Sociétal, Société

Nantes : un « festival queer » au château des Ducs de Bretagne

Découvrir l'article

Insolite, Social, Société

Insolite : à Rennes, un rassemblement pour « l’abolition du travail »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky