E Klison, e gevred ar vro, ez eus ur pastezer tomm e galon ouzh Breizh he femp departamant: Jean-Philippe Louvet an hini eo. « La Blanche Hermine » (plasenn ar Minage) en deus anvet e goñvers, diwar kanaouenn Gilles Servat evel just rak a-orin eus Felger eo ar pastezer.
« La voilà la Blanche Hermine, vive la mouette et l’ajonc / La voilà la Blanche Hermine, vive Fougères et Clisson » (Gilles Servat -La Blanche Hermine)
Evit nedeleg en deus graet Jean-Philippe Louvet ur pezh oberenn : ur blakenn chokolad ma weler warni ur skeudenn eus Klison. 20cm x 11cm, chokolad du ha chokolad laezh mui lichouzeri all, 18€, setu ur gwir lip-e-bav evit ar re dik gant ar chokolad ha….glad Breizh !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine