Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Abaoe tarzh ar wokism hag ar rouedadoù sokial e weler krennarded pe “krennardeuet” o cheñch jener, o kas fotoioù porno, o krouiñ kontoù “labourerien ar reizh”, oc’h ober fotoioù noaz dirak ar melezour. Ar skeudenn. An holl anezho a zo trelatet gant o skeudenn hag, e-lec’h en em guzhat e-barzh stammennoù divent mod Cure (evel gwechall) e tiskouezont o c’horf par ma c’hellont. Lard, treut, brav, divalav, blevek, ne vern ! Dav eo diskouezh ar c’horf, cheñchamantoù ar c’horf evit an “dreuzed” (mourroù evit ar merc’hed, bronnioù (hag a vez graet “boobs” anezho bremañ) evit ar baotred). Hag an tatouajoù nevez evel just, muioc’h-mui war an dremm pe an daouarn war ar marc’had. Dav eo “diskouezh” ! Open source ! Dre cheñchamantoù ar c’horf e vez diskouezhet “e bersonelezh”, e vouton-kreiz dreist-holl, ‘m eus aon. Rak, a-dreñv tout-se, ez eus dreist pep tra un narkisegezh divent a-berzh bugale roueed.

Met pa vo echu gant ar wokism ? Pa vo echu gant giz an “treuz” ? Pa vo lakaet ar bloavezhioù 2010-2020 e-barzh poubelennoù an istor ha pa vint gwelet evel e oa bet gwelet ar bloavezhioù 80 e-pad pell (diouzh ar c’hiz int deuet da vezañ hiziv a-hervez) ?

Ha ret e vo deomp pardoniñ ?

Ha ret e vo deomp paeañ evit operatadennoù ha tretamantoù ar re o deus heuliet giz an treuzjenerezh ?

En ur mod eo bet pardonet ar re a zo bet “maoist” pe “trotsko-anarkour” er bloavezhioù 70. O tibunañ al “Levrig Ruz” dre eñvor. Met dre vras e oa kentoc’h ur fokloraj ha n’he deus merket don ar gevredigezh, hogen ar wokism a zo disheñvel e gonsekañsoù. N’eus ket bet ur gerilha mao e Bro-Frañs da skouer. Ar sotonioù dibunet gant ar vaoisted a zo chomet e metoù zo ha ne veze ket lennet nag o c’hazetennoù nag o zraktoù.

Met n’eo ket memes kont gant ar wokism, an treuzjenerezh hag all. Amañ, dre ar rouedadoù sokial, eo miliadoù a grennarded a zo trelatet gant un dra hag a zo deuet da vezañ ul “lobby”. Miliadoù a grennarded un tamm kollet a vo aberzhet, spazhet, lakaet dindan louzoù ha tout-se a-hed o buhez. Setu ar pezh emañ an “di-dreuzed” o lavarout deomp : “n’eo ket ur c’hoari, n’eus tamm distro ebet, diwallit !”

Ur wech dre vare, pa klever anv anezho, emañ ar gevredigezh o prederiañ war plas ar merc’hed aet da Siria evit fortuniañ gant gwall-sponterion Daesh. Lod a zo chomet er c’hampoù hag e fell dezho distreiñ en ur vro o doa dizanavezet koulskoude ! Hag e c’hellomp pardoniñ dezho ? Hag e rankomp mont da gerc’hat anezho, int hag o bugale ? Amañ emañ an dalc’h…

Met ur goulenn all a vo bremañ : hag e vo pardonet da wokisted ar “jener” ha roet arc’hant publik evit adlakaat an traoù en o reizh en o c’horf ? Hag e vo disfaset tout ar fotoioù a gasont war ar rouedadoù sokial evit o fermetiñ da gaout ur vuhez nevez ? Labour o do al lezioù-barn ‘m eus aon rak, evit reoù zo, e vo start an dihun.

Ur choaz hollek eus ar gevredigezh e vo forzh penaos. Ur “gwir da vezañ ankounac’haet” da skouer ?

Petra ‘soñjit ?

https://twitter.com/enbytch_/status/1636300513250615297

https://twitter.com/KoraLaKerelleuz/status/1616490688807305247

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

“Go woke go broke” : Keit Vimp Bev en e Ankoù

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dinan, E brezhoneg, Local

Kaon (22) : Sinet eo bet ar garta “Ya d’ar Gallaoueg”

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, PONTIVY, Société

Begnen (56) : ur c’hlas divyezhek hep… skolaer divyezhek !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Brezhoneg : live 4 ar garta sinet gant kêr Rostrenn, live 1 gant Groñvel ha KK Kreiz-Breizh

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Justice, Société

Taolioù kontell e Luzevieg (44) : an den “gwazh eus komzoù gouennelour” kondaonet

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Informatique, Société

Kastell-Briant (44) : dek kamera ouzhpenn e kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur plac’h taget en tren, ur Marokan kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VITRÉ

Gwitreg : Klask a rae dramm, skarzhet e vo an Albanad eus Bro-Frañs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Pentelloù (44) : Mohammed hag e vignoned o doa prevezaet ul lotisamant evit an trafikañ dramm hag ar rodeoioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky