Naoned : Afer Abdelghani Sidali, 8 bloavezh toull-bac’h evit rener al lec’h « deal »

Peurlazhet e oa bet Abdelghani Sidali, 15 vloaz, e karter an Dervallières e Naoned e miz genver 2021. Kevezerezh a oa etre div vandennad trafikourien dramm diwar-benn ul lec’h « deal ». Un den eus Paris a oa bet « tutaet » gant reoù an Dervallières evit « spontañ daou zen eus Bellevue » ur c’harter all eus Sant-Ervlan, e-kichen Naoned.

A-benn ar fin e troas da faol an taol rak diskaret e voe Abdelghani, ur paotr hag a dremene dre zegouezh ha gloazet ur paotr all a oa o kerzhout er straed.

N’eo ket bet adkavet ar muntrer met ul lodenn eus ar vandennad a zo bet serret. Barnet e oant abaoe deizioù e Naoned ha dimerc’her tremenet eo bet embannet ar c’hastizoù : eizh bloavezh toull-bac’h evit rener ar lec’h « deal », un arab a 26 vloaz anezhañ, ha kastizoù skañvoc’h evit ar c’hwec’h hailhon all a oa el loch gantañ. Daou anezho a zo bet laosket da vont zoken !

Ur « gerzhadeg wenn » a oa bet en Dervallières e 2021 « evit Abdelghani » met ne oa ket bet lakaet tan er c’hirri-tan an dro-mañ na klevet an tu-dehou pellañ o skroeñjal. Marteze peogwir e oa trafikourien dramm, estrañjour a-orin, ar vuntrerien…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Manifestadegoù evit an Adunvanidigezh : Kafka e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Pirc’hirined breizhad a zo erruet e Roma

Découvrir l'article

E brezhoneg, Football, Local, NANTES, Sport

Naoned/Roazhon : an FC Naoned a gas kemenadennoù war an « derby breton »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul lañvad a zramm hag a drafikerien dindan OQTF er Bouletterie hag en Drebal

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : 45 bandenn toullet, un den kondaonet meur a wezh dalc’het dindan evezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Pornic, Société

Bro-Raez : Dibaper ha trafikour dramm, an estrañjour kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : ar servijoù kuzh aljerian o c’hoari ardoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Local, NANTES

Al Liger polluet c’hoazh ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un taol kontell evit ket ha netra

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Dramm e Gironde hag e Pireneoù-Atlantel : ar skipailh a zeue eus Naoned

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky