Sant-Nazer : Ul laer (estrañjour) ‘b’an ti !

N’hall ket mui an dud bezañ trankil er gêr e bro Sant-Nazer ! Ur vaouez a oa oc’h ober war-dro he bugel bihan e Kerlede e Sant-Nazer d’al lun 24 a viz gouere. Diskenn a reas gant an diri, ar poupon ganti, ha petra a welas ? Un den a oa en he zi, o laerañ traoù !

En em zigareziñ a reas Yann al laer hag eñ kuit. Galvet gant ar vaouez, ar polis a erruas buan. Ha nepell diouzh an ti e welas beg-e-dok un den war ur varc’h-houarn o vountañ ur varc’h-houarn all. Paotr e zaou varc’h-houarn kea ! Al laer e oa rak kavet zo bet objedoù aet gantañ en ur boubelenn un tamm pelloc’h.

Hervezañ e oa « mezv-dall » an deiz-mañ hag e « felle dezhañ renkañ an traoù » e karrdi ar vaouez evit « ober un tamm chouk ennañ ».

Un estrañjour eo. Kondaonet eo bet ha pa n’eo ket deuet a-benn al lez-varn da gavout e identelezh wir. Un estrañjour hag e vo skarzhet eus Bro-Frañs e-pad daou vloaz. Met, goude-se, « en do droad da zistreiñ ». Biskoazh ! Evit laerañ ar pezh a chom ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Pembo (Bro-Raez) : torret an trafik dramm

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine

An Alre : dao d’ar live 2 karta Ya d’ar Brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration

Argenton-sur-Creuse (36) : ur sizhunvezh « evit dizivout gant repuidi » er skolaj

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Hag ul levr benelour (all) e brezhoneg !

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Local

Yuna le Men, ur vrezhonegerez desavet ‘ba Diwan Baod é foetiñ bro e brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Saint-Pierre-de-Plesguen (35) : afer dramm, ur plac’h c’hloazet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pornizhan (44) : an dealer en doa laeret dealerien all

Découvrir l'article

E brezhoneg

Paul Gasnier, relijion an egile-all

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, LA BAULE, Local, Société

An Turball (44) : muntr Soizick Jarno, ar vab serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ROSTRENEN

Piv en deus « reizhet » panelloù Rostrenn ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky