A-benn miz gwengolo, ur c’hlas divyezhek e Plogoneg (Bro C’hlazig)

Publicité

Emañ an ensellerezh akademiezh hag an Ofis o klask digeriñ un hentenn divyezhek er skol bublik Paul Gauguin eus Plogoneg, e Bro C’hlazig (Bro Gerne). A-benn miz gwengolo 2026, da lavaret eo an distro-skol a zeu, e vo digoret ar c’hlas-se. Ar vugale bet ganet etre 2021 ha 2024 a c’hellfe bezañ degemeret enni, da lavaret eo an holl live skol-vamm, adal ar re vihan-vihan betek klas ar re vras.

Daoust da se, n’eo ket mat ar sifroù evit an deskadurezh divyezhek e Breizh ar bloaz-mañ. Nebeutoc’h eget 20 000 bugel a zo skoliataet er c’hlasoù divyezhek brezhoneg-galleg, ha 30 000 a oa ar pal da dizhañ, sañset, e 2027. Ar pezh ne vo ket.

An diouer a savadurioù a zo pennkaoz eus ar maread fall-se, gant familhoù ha ne fell ket dezho e vefe o bugale e tiez-skol kozh fall o stad. Mui an aergelc’h brein e skolioù zo.

E Breizh-Uhel, ez eus klasoù zo ma vez desket gallaoueg bremañ ivez. Diaes eo da gaout ar sifroù rezis met muioc’h eget 1500 skoliad o defe kentelioù gallaoueg ur wech ar sizhun d’an nebeutañ. Ur « c’hlas he deskadurezh kreñvaet » a zo e Dol, memes, ma vez kelennet un danvez e gallaoueg penn-da-benn enni.

Foto : Kelennomp

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite

Juju la Bretonne : Bruderezh « sexy » evit Desketa !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.