Sant-Nazer : tri zrafikour louzoù dibaper kondaonet

D’an 9 a viz gouere e oa lez-varn Sant-Nazer degouezhet er c’hard bed. Tud a oa barnet. Trafikourien. Met trafikourien ha n’o deus ket arc’hant awalc’h evit prenañ drogach, neuze e trafikont louzoù o efedoù hevredus.

D’an 13 a viz even 2023 e oa kouezhet un den diwar ur prenestr eus ar Paquebot, ar greizenn genwerzh e kreiz kêr Sant-Nazer. Lammet en doa dre ar prenestr rak bazailhet e oa er ranndi gant daou baotr. Dleout a rae dezho 200€ abalamour d’un trafik sigaretennoù. Met estreget aferioù sigaretennoù a oa etre an tri den-se. Trafikourien louzoù e oant : Lyrica, dreist-holl. E penn-kentañ eo al Lyrica louzoù a-enep an drouguhel met adkemeret eo bet gant tud trelatet evit kaout efedoù all. Un drogach eo deuet da vezañ ha tud zo a zo « adikt » gantañ. 2090 kapsulenn Lyrica a oa bet kavet gant ar boliserien e ranndioù an tri faotr, pep hini a veze gwerzhet 2€. « Drogach ar re baour » eo met drogach evit gwir.

Evel just an tri den a zo estranjourien o saviad melestradurel direizh, tud dibaper kae !

A-benn ar fin int bet kondaonet hag unan anezho en deus bet un OQTF. Met hag e vo skarzhet ?

Illustrations  : Photo d’illustration
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : Ur BMW leun a armoù a sko e-barzh ur c’harr-samm eus an DIR

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, QUIMPER, Société

Kemper : un estrañjour dibaper serret gant ar polis, ur sapre yalc’had gantañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, PONTIVY, Société

Pondi : 39 menneg àr e roll lez-varn, chom a ra ‘b’ar prizon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Kêrnevez-Raez : hep aotre-bleinañ hag ur yalc’had aour gantañ, an adfeller a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : bazataet ha bac’het evit un dle a zramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : hag ur vag nevez da sevel !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky