Abaoe ar c’hentañ a viz genver 2017 eo ar 158 kumun az a d’ober Bro-Euskadi an Norzh (an « Ipparalde ») bodet en ur gumuniezh kumunioù unvan. N’eus ket nemet teir c’humun euskarad pe dam-euskarad a zo chomet er-maez.
E 2017 e voe gwelet ar gumuniezh-mañ evel un araokadenn. Ne felle ket d’ar Stad sevel un departamant nevez diwar hini al Pireneoù-Atlantel hag e rekleme Euskariz o ensavadur dezho. Kavet e oa bet un diskoulm « etre » ha diwar-se e voe sioulaet an traoù er Pireneoù. Echu gant ar strolladoù « Departamant Bro-Euskadi » erru poent sevel ha reiñ boued d’ar gumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Euskadi evit an Abertzaleed !
Met ur som he deus ar gumuniezh-mañ. Hag e fell d’an emsaverien mont pelloc’h bremañ. Setu perak eo bet adlañset ar strollegezh Batera hag a oa en ur vorvor abaoe 2017. E miz here e voe dihunet an traoù hag an dibenn-sizhun paseet e oa tolpet an emsaverien e Espelette evit an emvod-meur kentañ abaoe 8 vloaz.
Ha ne oa ket an emvod-meur-mañ evel hini chapelioù an Emsav : tud a oa hag, en o zouez, ur bern dilennidi ! An tri c’hannad eus Bro-Euskadi a oa di : Colette Capdevielle hag Iñaki Etxaniz eus ar PS hag an abertzale Peio Dufau eus EH Bai. Ar senedourez Frédérique Espagnac a oa e Espelette ivez, mui Jean René Etxegarai (Renaissance) prezidant maer Bayonne ha prezidant ar Gumuniezh Bro-Euskadi. Pennoù bras ar strolladoù politikel broadelour ha gall, ar sindikadoù a zo deuet en emvod-meur ivez evit reiñ o soñj.
Reklem a ra Batera e trofe ar Gumuniezh da « Strollegezh dibar he statud » diwar skouer hini Lyon ! Un devezh preder a vo aozet evit displegañ statud Lyon. Hervez Mercedes Graciet, anezhi sekretourez ar CFDT evit an Ipparalde, « e vefe gwelloc’h klask reklem hini Korsika ». Setu ar pezh a vo kinniget da ensavioù broadel ar CFDT gant ar rann Bro-Euskadi bepred. Gant ar pal e vefe douget ar reklem-mañ (evit Bro-Euskadi) e pep lec’h e Bro-Frañs gant ar « Central ». Betek e Breizh ?
Gant ar strollegezh emren e vefe moaien gounit gwirioù nevez evit an euskareg ivez. Hervez tud Batera emañ re an Ipparalde dindan Paris, Bourdel pe Pau pa vez anv eus ar yezh.
Hiziv an deiz n’eus ket nemet c’hwec’h tiriad hag a zo dibar o statud e-barzh ar republik gall : Guyane, Martinik, Mayot, Korsika, Paris ha Lyon.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine