E Plouha, e Bro-Oueloù e-barzh stern « mizvezh al lorc’h », e vo aozet disadorn a zeu un emvod diwar-benn ar goulenn-mañ : « penaos bezañ queer war ar maez ? ».
Gant ar gevredigezh « Glory All » e vo aozet an emvod-mañ asambles gant kêr bPlouha. Glory All, diwar ar c’hoari anv « Glory Holl » evel just, da lavaret eo ur c’hoari seks a vez gwelet er c’hluboù ispisializet….
Hag evit achuiñ an devezh : un abadenn drag queen evel just ma vo gwelet difreterien neud gwisket e « merc’hed » oc’h ober van da ganañ war ul leurenn.
Gant ar emsaverez LGBT Léo Freslon e vo kaset an emvod. Boazet eo da zisplegañ an « treuz-identelezh » d’ar re yaouank ha memes d’ar vugale e Bro Dreger ha tro-dro.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine