Ar pellgomzer a sonas d’ar gwener a viz gouere e komiserdi Vitré : gwelet e oa bet tri den o klask mont tre dre guzh en un ti eus straed ar Poultière. Ha filmet gant un amezeg ! Degouezhout a reas buan ar boliserien ha tapet daou baotr hag ur vaouez. Unan anezhe a oa anavezet evit un afer all e Cholet.
Siwazh pa klaskas ar boliserien atersiñ an tri fichon ne zeuont ket a-benn da rannañ kaoz gante kar ne ouarent tamm galleg ebet. Estrañjourion an holl anezhe.
Mont a reas ar boliserien da vizitañ an nor ha gwelet splann e oa bet klasket terriñ anezhi gant un troer-biñsoù.
Kaset eo bet an tri c’homper d’ar c’homiserdi kerkent met leusket da vont goude bezañ bet dalc’het dindan evezh. Galvet e vint d’en em brezantiñ dirak lez-varn Vitré e… 2027 !
Amzer dezhe tec’hout kuit an diaoul oar pelec’h moarvat…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine