Kenavo patron Jaguar ! Roet en deus Adrian Madrell, patron ar saver kirri, e zilez abalamour da zisoc’hoù fall ar merk (-97,5 % en Europa e miz ebrel da skouer). Bed ar c’hirri-tan a zo en arvar diwar-benn strategiezh ar saver kirri : 100% tredan ha wokism da vat. Met Tata, ar c’hevuniad indian a zo perc’henn war ar merk, a zo o paouez embann e kendalc’ho gant e erv. Hervez Pathamadai Balachandran Balaji, penn-rener ar c’hevuniad, eo pozitivel-tre alioù an danvez-pratikoù.
Donald Trump, eus e du, a zo bet abegus e deod ouzh ar merk hag ar renerezh. Hervez prezidant an SUA eo un « dizeur » strategiezh wok ar merk ha mat pell zo.
Met forzh penaos eo prest Jaguar da goll 85% eus e bratikoù « kozh », hervez ar pennrener Rawdon Glover, kar gounezet e vo re all abalamour d’an tredan. Ar pal zo da « reneveziñ » an arvalien. Da lavaret eo dilezel ar re wenn, pinvidik hag arallreviad evit ar « minorelezhioù » ? Seurt ar re a weler er puboù a-vremañ da skouer ?
Ur model « krec’h ar skalfad » a vo lañset ar bloaz-mañ ha daou all a-benn bloaz. Wok ha bobo-ekolo e vo ar c’hirri-tan Jaguar hiviziken met ker-ruz ivez. Model krec’h ar skalfad nemetken a vo lañset gant ar merk bremañ ha ne vo ket a girri-tan « »marc’had-mat » » ken, evel ma oa gwechall gant an X-Pace pe an XF hag a veze gwerzhet ur 50 000€ bennak.
Met en tu-all d’ar bed ne vo ket memes kont. E Sina, e vo disheñvel strategiezh ar merk. Ur c’harr-tan « klasel » (gant ur c’heflusker termek) a vo lañset a-benn fin ar bloaz : ar Jaguar XFL 90th Anniversary Edition Collector (un XFL hiraet eo). Priz : 32 000€, da lavaret eo, un netra evit ur c’harr-tan Jaguar. Met ne vo ket lakaet ar model-mañ war ar marc’hadoù european pe amerikan.
Crédit photo : Jaguar
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origin