Marteze n’eus ket mui tud paour e Bro Gwitreg : e-pad miz gwengolo e vo dastumet arc’hant gant ar greizenn sokial eus ar gêr evit sikour… Mayotte ! Abaoe m’eo tremenet ar gorventenn Chido dre an enezenn d’ar 14 a viz kerzu 2024 emañ tud Mayotte o herseiñ mizer gant paourentez.
E-pad miz e vo kizidikaet tud Gwitreg gant Mayotte : he diaesterioù, he sevenadur ha komzet e vo eus Mahoriz o chom e bro Gwitreg ivez. Dav eo kompren o sevenadur.
Abadennoù a bep seurt a vo aozet a-hed ar miz gant ar greizenn hag ul lodenn vat eus ar arc’hant dastumet a vo kaset da vMayotte.
Met ne vo ket kreizenn Gwitreg an hini nemetañ o sikour Mayotte e-pad miz gwengolo. Kreizennoù all eus Breizh a raio ar memes tra, evel kreizennoù eus al Loren hag ar Seine-Maritime.
E Mayotte, 34,7% eus ar boblañs a zo estrañjourion.
Ha piv a raio war-dro tud baour eus Breizh, Loren ha Bro-C’hall e-keit-se ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine