Ar Venezuela, ur baradoz evit an LGBT ? Tamm ebet !

Publicité

E-keit m’emañ ar gaochisted o vanifestiñ evit Nicolas Maduro hag e renad Bolivarian sellomp pizh ouzh ar gwirioù a zo bet roet d’an LGBTioù abaoe m’emañ ar Venezuela dindan ren ar « Volivarianed ». Hag ur baradoz eo ar vro-mañ evit an heñvelrevidi ? N’eo ket.

Er Venezuela emañ diouzh al lezenn an homosekselezh hag e c’hellont dibunañ an LGBT e straedoù Caracas da vare ar Gay Pride. Met daoust hag en doa lavaret e 2023 e oa evit ur « gevredigezh ma vefe degemeret al liesseurted enni » n’eo ket bet votet an dimez heñvelreviad gant Nicolas Maduro. Gwasosc’h c’hoazh (evite) : skrivet eo en vonreizh eo a-enep al lezenn seurt « eured ». Ha votet eo bet ar mellad-mañ e 1999, pa oa Hugo Chavez prezidant !. N’hall ket ar c’houpladoù heñvelreviad advabañ bugale met gallout a ra ar c’houpladoù lesbian « kemer par kaoutchou » dre FIV.

N’hall ket an dud « cheñch reizh » hag ar boliserien a c’hell bezañ reut ouzh an heñvelrevidi. Hag int, poliserien eus ar « Revolusion Volivarian » koulskoude !

E Venezuela emañ difennet groñs diforc’hiñ hag al lezenn a zo strizh ha sklaer-tre war ar poent-se. An hini strizhañ eus ar c’hevandir eo marteze. Ar bornografiezh a zo er-maez al lezenn ivez.

Evit lavaret sklaer an traoù : n’eo ket ar renad Bolivarian eus Venezuela, ur renad araokour evit a sell ouzh ar « gwirioù sosietal nevez » (LGBT, feministed, …). Abaoe 17 vloaz e oa Chavez ha neuze Maduro e penn ar vro ha n’o deus ket cheñchet kalz an traoù war ar poent-se.

Ne vir ket ouzh an emsaverien LGBT eus Europa ha Stadoù-Unanet da vanifestiñ evit ma vefe dibrizonet Maduro hag evit souten e renad Bolivarian. Kit da gompren !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ar Venezuela, ur baradoz evit an LGBT ? Tamm ebet !”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Penaos? D’am soñj poent cheñch va lunidoù! Ur baradoz evit re al LGBT setu Atal, Tanguy, Chenu ha meur a unan all? Digemeret mat gant Maduro? Chom a ran spontet.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

Cuba : « Tout le monde est fatigué du régime, y compris les militaires » — José Daniel Ferrer annonce l’imminence d’une intervention américaine

Découvrir l'article

Sociétal

TVL passe au crible une semaine d’audiovisuel français : entre publicité déguisée, appels au boycott et désinformation organisée

Découvrir l'article

International

Trump veut transformer le Venezuela en 51e État américain, l’Amérique latine sous le choc

Découvrir l'article

International

Venezuela sans Maduro : stabilité de façade, démocratie en attente

Découvrir l'article

International

Cuba : 1 197 prisonniers politiques recensés fin 2025, dont 32 mineurs, selon une ONG

Découvrir l'article

A La Une, International

Alejandro Peña Esclusa : « Ce que les États-Unis ont fait était la seule alternative pour les Vénézuéliens » [Interview]

Découvrir l'article

International

Washington met Delcy Rodriguez sous pression : les exigences de Trump pour la « nouvelle » direction du Venezuela

Découvrir l'article

International

Après le Venezuela, jusqu’où Donald Trump pourrait-il aller ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Tu-kleiz : setu ar c’hiz nevez, goude ar Palestin, ar Venezuela !

Découvrir l'article

International

La doctrine Monroe, ou le rappel brutal du monde réel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.