MMA : Paul Dena en e uhelañ evit e eil krogad pro

1’30 hag e oa achu gantañ : Paul Dena (1-0) en deus diskaret digwener tremenet e eneber, an hongriad David Daniel Komar (2-1), gant un taol en avu. E Paris e oa tournamant an Hexagone MMA, un ensavadur gall hag a glask ober e dreuz e-barzh bed an MMA.

@rmcsportcombat

🔥🇫🇷 LE FINISH DE PAUL DENA DÈS LE PREMIER ROUND !! 🤩 Ça fait deux combats, deux victoires et deux finish depuis son passage en pro !

♬ son original – RMC Sport Combat – RMC Sport Combat

Ur Breizhad eo Paul Dena (Paul Denis-Navero), eus Roazhon. Goude e grogadoù e sav uhel an triliv met ivez ar gwenn-ha-du. Paotr kar-e-vro en deus displeget meur a wezh perak n’eo ket ur « facho » anezhañ daoust dezhañ bezañ fier eus e vro.

Paotr an amzer-vremañ eo, da lavaret eo eo deuet da vezañ ur star dre e chadenn youtube gant 350 000 followers. Met diwallit, arabat krediñ eo eñ ur youtubour toull. Graet en deus mil emgann warn-ugent er rouedad amatour hag an emgann en deus graet (ha gounezet !) a-enep ur Tchetchen war ar chadenn Ibra TV en deus sachet evezh warnañ. Met trec’het eo bet Paul Dena dija en amatour, prantadoù diaes en deus bet (gloazet eo bet paneveken) ha bewech eo deuet a-benn da lakaat ‘barzh en-dro. Ur stourmer eo !

Paneve e chadenn youtube ma kont e vuhez warni, e vefe marteze c’hoazh c’hwezh-brein oc’h en em ganañ evit ur bannac’h sistr evel en deus graet e-pad bloavezhioù.

Met ur paotr kalonek hag uvel eo Paul Dena. Kampion Bro-C’hall amatour eo, pleustret en deus e-barzh an SBG Ireland, sal Conor McGregor e Dulenn, lakaet en deus tout e arc’hant en e sport, labourat a ra noz-deiz ha, tamm-ha-tamm, emañ oc’h ober e dreuz.

Evel Benoît Saint-Denis n’eo ket ur strailh anezhañ, kar-e-vro, look Gavroche un tamm gant e gasketenn, breizhad penn-kil-ha-troad e toug doujañs d’e estlammerien. Digwener n’eo ket dre an nor eo arruet war ar ring, o vont dre-dreuz ar publik ne lavaran ket.

Ha kalz a dud yaouank a zo oc’h heuliañ anezhañ. Un dra vat eo e vefe Paul Dena ur skouer evito. E-touez kampioned ha danvez-kampioned an MMA ez eus dija kalz a rakailhed, mod rap hag all, tud eus ar c’hartchieroù gant gizioù ar c’hartchieroù. Paul Dena zo ur beg gwenn gant gizioù disheñvel. Ra’z afe betek ar penn uhelañ en e sport, finsalvet !

Crédit photo : Pajenn Facebook Paul Dena, TikTok
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Sport

MMA : Dominé au sol, le Sud-Africain Dricus Du Plessis battu par Khamzat Chimaev

Découvrir l'article

Sport

MMA : Francis Ngannou, roi fainéant ?

Découvrir l'article

Sport

Sport. Quel type de boxe choisir pour la rentrée ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, RENNES, Société

Asinet er gêr e Roazhon evit e liammoù gant ar djihadisted, ar c’hoarier MMA a oa… e Kastell-Bourc’h !

Découvrir l'article

Insolite, Sociétal, Tribune libre

Un champion de MMA démonte un journaliste pro-LGBT : voilà comment il faut répondre ! [vidéo]

Découvrir l'article

Sociétal, Société, Sport

Benoît Saint-Denis, Paul Dena (MMA) : le retour de la virilité française (et bretonne !)

Découvrir l'article

Sport

Des forces spéciales au MMA, Benoît Saint Denis raconte ses meilleurs souvenirs de carrière avant son combat du 11 novembre 2023

Découvrir l'article

Sport

Fury vs NGannou : le crépuscule de la boxe anglaise ?

Découvrir l'article

Sport

Un grand gala de MMA à Nantes le 7 septembre 2023

Découvrir l'article

Sport

Que savez-vous réellement à propos du MMA ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky