E 2023 diwar intrudu Elisabeth Borne e oa bet lakaet 10M a euroioù gant an DILCRAH (Délégation Interministérielle pour la Lutte Contre le Racisme, l’Antisémitisle et la Haine LGBT) evit souten ar c’hreizennoù LGBT eus Bro-Frañs. Gopraet e oa bet implijidi ha dispignet arc’hant evit « obererezhioù kizidikaat » ganto.
E Roazhon ez eus ur greizenn a seurt-se. Iskis e anv. Staliet eo en ur seurt ostel brav-kenañ eus ar straed Saint-Martin. Ur park gant gwezennoù a zo tro-dro, meur a skol Diwan o defe c’hoant da gaout ar memes savadur ! E 2024, 50 000€ a oa bet roet da Iskis gant an DILCRAH. Ha meur a « geveler ensavadurel » all a sikour ar greizenn : Kêr Roazhon, Roazhon Metropole, Rannvro Breizh hag an ARS.
A-raok 2026, badadao : tennet eo bet 40 000€ eus ar skoaziadennoù roet gant an DILCRAH !
Graet en deus ar gevredigezh ur rekour dre youl gaer d’ar prefed met kaset int bet da stoupa. « N’eus ket mui arc’hant er c’hefoù ! » en deus respontet an prefeti.
Emañ ar greizenn Iskis o c’houlenn sikour gant he mignoned.
Marteze eo arruet skuizh ar gouarnamant gant reklemoù ha froudennoù ar « minorelezhioù revel », piv oar ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..