Er flodilh « Thousand Madleen » e oa an Naonedadez eus an tu-kleiz pellañ Lola Michel. Arruet er-maez Gaza eo bet tapet an holl c’haochisted gant an arme israelian ha kaset d’ar prizon. Bremañ emañ familh Lola Michel o leñvañ evit ma vefe advroet gant ar gouarnamant gall ! Nac’het en deus ar gouarnamant. Goude-se eo bet dibrizonet Lola Michel gant ar gouarnamant israelian met… setu hi en Israël ha n’he deus tamm gwenneg ebet evit distreiñ da Vro C’hall. Reklem a ra he familh e vefe paeet he beaj gant ar gouarnamant gall !
Goude bezañ en em staliet e Marseille, Lola Michel he deus kroget da stourm e-barzh ar gevredigezh « De Marseille à Gaza » m’eo deuet da vezañ prezidantez anezhi. Gant ar gevredigezh-mañ e vez goulennet gant an dud, asambles gant LFI, boikotiñ ar boued produet en Israël.
Illustration : kont twitter Vaudais Toujours
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine