Deskadurezh : E Korsika e fell d’ar vroadelourien e chomfe ar rektor !

Normalamant e vez diaes o amzer servij e Korsika evit ar rektored akademiezh kaset gant ar gouarnamant d’an enezenn. Tud a benn eo Korsiz ha c’hoant o deus e vefe kaset war-raok o yezh en deskadurezh publik en desped da vellad 2 ar Vonreizh sakr (« Galleg eo yezh ar Republik »).

Ar pezh zo, Rémi-François Paolini, ar rektor a zo erruet bloaz zo, a zo korsad a-orin, gouzout a ra korseg ha fellout a ra dezhañ kas war-raok ar skolioù e korseg dre soubidigezh. Hag ouzhpenn da se ne fell ket dezhañ serriñ ar skolioù bihan er c’hêriadennoù war ar maez rak kompren a ra Korsika evel m’emañ.

E berr komzoù : ur c’hargadour hag a ra ur brav a labour ? E Bro-C’hall emañ paseet poent kastizañ anezhañ !

Trouzioù zo en enezenn e vefe kaset war ur post all a-benn nebeut. Hervez Corse-Matin e oa graet e stal memes dimeurzh trememet kar ne blij ket da jakobined Paris ar pezh a ra evit ar c’horseg. Diriaou tremenet zo bet votet ur mennad diwar vall gant Breujoù Korsika evit reklem e vefe dalc’het en enezenn. A-unvouezh eo bet votet ar mennad. Hervez Jean-Martin Mondoloni ezel eus « Un Soffiu Novu » (ar strollad eus an tu-dehou) ez eus bet daou rektor a-zoare e Korsika e-korf tregont vloaz. Hag unan anezho a zo Rémi-François Paoloni ».

Evel ar gaochism eo ar jakobinerezh ur c’hleñved spered ‘m eus aon. Rak petra a zirenk minister an Deskadurezh-Stad ? E vefe sioul an traoù e Korsika ha laouen an dud gant o rektor ?

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Insolite, Société, Vidéo

Quand le préfet du Cantal parle l’occitan lors d’une cérémonie

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, International, Patrimoine

Corse : le théâtre en langue corse à l’honneur à Corte

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

« Les théâtres en langues régionales » dans la revue Plumas

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : ur skol bublik dre soubidigezh e Portivechju a-benn miz gwengolo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : emsavourion ar yezh a reklem ar c’horseg kenofisiel

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Ur chadenn Youtube evit lakaat ar vugale da zeskiñ korseg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Formation en langue corse : l’Université de Corse innove avec la méthode ‘Gymcorsu’

Découvrir l'article

Education, International

Réforme du Capes. L’État veut-il démanteler l’enseignement de la langue corse ? [Vidéo]

Découvrir l'article

A La Une, Politique

Langue corse. De LREM à Florian Philippot, l’éventail jacobin se rejoint

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky