« Un den iskis eo Nicolas Gonidec. » setu ar pezh a gleved e-barzh bedig-bed ar c’hleweled hag ar brezhoneg e Bro-Kemper. ha ne oa ket nevez-nevez. Rener an embregerezh kleweled An Tour Tan e oa eñ ha bet kuzulier-kêr Kemper e-karg eus sevenadur Breizh. Gwazoù zo o doa maget kasoni outañ zoken. ‘Fin, trouzioù ‘oa diwar e benn. Met, a-wechoù, an « trouzioù »…. dreist-holl bremañ gant ar spered « mitou »/mytho a-wechoù !
Hogen pa tarzhas an afer e 2021, goude ur prosez kentañ, e oant niverus, merc’hed pe paotred o lavarout e « oarent ».
Met petra a oarent ez rezis ? Eno emañ an abadenn. Setu ar fedoù : tamallet eo Nicolas Gonidec diwar-benn gwall-draoù :
– Gant 19 maouez eo tamallet da vezañ graet « savadennoù biologel ». Hogen, n’eo ket klañdiour Nicolas Gonidec.
– Gant 44 maouez all eo tamallet da vezañ graet « prederioù klañdiour »
– Gant seizh maouez all e vez rebechet dezhañ da vezañ graet tagadennoù revel dezhe.
Ha tout-se e Breizh hag e Paris.
Merc’hed all o doa savet klemm eneptañ met re gozh e oa ar fedoù.
Hervez an testennioù e oa sot Nicolas Gonidec gant ar pikurennoù, ar savadennoù biologel, an tennadennoù gwad. Evit troc’hañ e c’hoant en defe ijinet ur seurt « protokol mezegel » ma c’houlenne gant maouezed c’hoari ar c’hobayed. Mui « abadennoù distenn » diazezet war ar « blijadur terapeutek » da heul evit darn…
Gwir pe gaou tout-se ?
Barnet ha tamallet eo bet Nicolas Gonidec ur wech evit fedoù a-seurt-se dija. Da dri bloavezh toull-bac’h, daou anezhe gant goursez e oa bet kondaonet. Ha dirak ar boliserien en defe anavezet an darn vrasañ eus ar fedoù met pas an tagadennoù revel. Gouez dezhañ e oa asant ar merc’hed rak « sinet o doa dokumantoù ». Hervez ar merc’hed ne oa kontant da vezañ flac’hataet…
Goude tarzh an afer e oa bet toullbac’het ha neuze dibrizonet e miz gouere 2022, met lakaet dindan evezh barnerezhel.
Etre ar c’hentañ hag ar pemp a viz kerzu e vo e brosez e lez-varn Kemper.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine