Mali, Burkina-Faso, Niger, Aljeria : pelloc’h ec’h aer gant ar vezh evit gant ar c’hoant kac’had !

Emañ ar djihadisted dirak Bamako, kêrbenn Bro-Vali. Ma teu a-benn ar strollad islamour da dapet gounid war ar paourkaezh arme Malian e vo savet ur stad islamour/djihadist en Afrika du. Ha goude ar Mali ez eus forzh riskloù e kouezhfe ar gouarnamantoù eus Burkina Faso hag eus an Niger da heul. Bresk eo ar broioù-se ha ken bresk all o gouarnamantoù. Betek-henn e oant o-zri dindan askell Bro-C’hall hag a gase e soudarded eno pa troe re fall an traoù. « Frañsafrik » a veze graet eus ar bolitikerezh-mañ met arabat krediñ ar pezh a vez lavaret gant an tu-kleiz diwar-benn ar Frañsafrik : paneveti e vefe tarzhet meur a vrezel kriz en holl vroioù dindan levezon Bro-C’hall. Mod-se emañ. N’o deus ket kavet o stabilded c’hoazh ha marteze biken ne kavint anezhi.

Meur a wezh e oa bet galvet ar soudarded c’hall gant ar gouarnamantoù o ren he n’eo ket Bro-C’hall az ae eus he fenn hec’h-unan. An operasion Serval e voe unan an hini diwezhañ eus an operasionoù-se. Panevez Servane (ha neuze Epervier, ha neuze Barkhane) e vefent kouezhet en o foull ar gournamantoù ha lakaet d’o plas ur c’halifa dijadist.

Met ar bloavezhioù diwezhañ e soñjas ar juntoù eus Mali, Burkina ha Niger e oa arruet poent achuiñ gant amzer ar Frañsafrik ha skarzhañ an arme c’hall eus o broioù. Brav ! Barkhane a gouste 1 millard € bep bloaz da « Nicolas ». Ma soñje ar gournamantoù e oant arruet bras ha solut a-walc’h evit ren o aferioù diabarzh o-unan e oa gwell a se evit tout an dud !

Met evit gwir lavarout o doa ar juntoù c’hoant da cheñch mestr, tra ken. Piv e vefe o mestr nevez ? Rusia evel just ! Met ar wech-mañ e vefe, da nebeutañ, ur « breur bras » o defe choazet.

E Burkina e voe lakaet ar vro dindan askell Bro-Rusia nevez hag, war un dro, e vo « superstarizaet » ar c’habiten Ibrahim Traore, penn bras ar junte. Ha war ar rouedadoù sokial setu videoù graet gant an IA o vleuniañ. Videoioù ma weler ar C’habiten Traore gourc’hemmenet gant ar bap Leon XIV, ha kannet e c’hloar gant Beyonce, Justin Bieber, Eminem, Rihanna, hag R. Kelly hag o defe graet pep a gannaouenn da dTraore,

Gaou penn-da-benn evel just met ne viras ket ouzh milionoù a dud da adkskignañ ar videoioù-mañ. Dreist-holl er broioù m’emañ Afrodiskennidi o chom, da lavaret eo e Bro-Amerika hag en Europa. Setu kavet gante o Zhomas Sankara pe Nelson Mandela nevez !

Siwazh dezhe, emañ Traoré oc’h ober kazeg en e vro. Emañ ar djihadisted o vont war-raok er Burkina ha ma tro fall an traoù er Mali e vo ar Burkina ar vro gentañ da heul. Kaer o deus trolled ar Burkina (pe Rusia pe eus ar 9-3 marteze) fardañ videioù ma weler ar « poellgomzer kentañ 100% Burkina » pe an « traktourien produet gant ul labouradeg ramzel hag ultra-modern eus ar Burkina », chom a ra ar vro-mañ unan eus broioù paourañ ar bed hag unan eus ar re warlerc’hietañ.

N’eo ket Afrikaniz eus Afrika ar re washañ ‘fet prezantiñ un Afrika c’halloudel, virtual penn-da-benn war ar rouedadoù sokial, Afrikaniz eus Europa ne lavaran ket. Ha n’o deus ket mez ! Seul sotoc’h, seul dibosuploc’h, seul gwelloc’h ! An Aljerianed zo un tamm heñvel : er mare-mañ e weler muioc’h-mui a videoioù graet gant an IA ma weler enne metro Aljer, propik ha tout, an arme Aljerian gant misiloù flamm-flimmin hag a c’hellfe distruj « forzh peseurt enebour » (=Maroko pe Bro-Frañs) en un tennad, ekipemantoù nevez-flamm e kêrioù war ar maez deuet da vezañ baradozed war an Douar. Ur bed virtual amañ ivez, graet gant an IA. Met e Europa e vez diskenidi aljerianed zo o tridal gant se. O krediñ ‘ba se.

Kuitaet he deus Bro-C’hall, tachenn ar Sahel ? Hemañ zo vont da gouezhañ e chakod Al Qaeda a-raok pell. Daoust da Voskou, daoust da Wagner Istra (bremañ) pe Afrika Corps, an embregerezh rusian nevez. Evit Bro-C’hall e talv e vo ul lañvad a repuidi nevez o tont eus ar Sahel da Vro-C’hall hag ur ramzel a dakad hag a droio da galifat djihadist, seurt Stad Islamour mod Al Qaeda ar wech-mañ. Ac’hano e c’hello strolladoù djihadist tagañ Europa. Ha n’eo ket gant superarozed ar Wakanda pe ar vidoioù IA o kanañ gloar da Ibrahim Traoré e vo savetaet ar poblañsoù eus sabrennoù an Islam djihadist.

Me a glaoustrfe a-walc’h e tleo c’hoazh deiz pe zeiz an Arme C’hall en em emellout eus an afer evit lakaat an traoù en o reizh er Sahel…

…Dindan an uh hag ar c’hri eus an tu-kleiz hag eus an afrodiskennidi eus Bro-C’hall evel just !

Illustration : kont twitter Ibrahim Traoré
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

A La Une, International

Tobias Teich, député AfD : « La violence ne doit jamais être un outil politique en Allemagne »

E brezhoneg, International

Mali, Burkina-Faso, Niger, Aljeria : pelloc’h ec’h aer gant ar vezh evit gant ar c’hoant kac’had !

Immigration, Sociétal, Société, Tribune libre

Pour l’ouverture d’un centre pour migrants à Ouessant, juste devant chez Yann Tiersen ! [L’Agora]

A La Une, International

Témoignages de Bratislava, Slovaquie. « La France, on ne la reconnaît plus »

Culture & Patrimoine, Patrimoine

A la découverte des Saints Bretons. Le 13 Novembre, c’est la Saint Brizh

International

Lire Breizh Info plutôt que le Figaro. Lire Balbino Katz plutôt qu’Adrien Jaulmes

CENSURE

Tribune libre

France 2025 : le retour du délit d’opinion

Religion, Sociétal

Eglise de France : un vaisseau qui craque et la quille vivante

Argentine

International

Argentine, état de grâce ou simple éclaircie avant la tempête ?

Ouessant

BREST, Sociétal

Ouessant : le phare du Créac’h va perdre son feu historique

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

A La Une, International

Charles Onana : « Le rejet de la France en Afrique n’a rien à voir avec la Russie ni avec la Chine » [Interview]

Découvrir l'article

Immigration, International

Immigration clandestine. Les îles Canaries de nouveau submergées [Vidéo]

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Mali : an heñvelrevelezh lakaet er-maez lezenn

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire, International, Tribune libre

Haïti, Algérie, Afrique, cette « victimisation explicative » qui tourne au ridicule [L’Agora]

Découvrir l'article

International

La Russie dans le piège Malien. Le 176ème numéro de l’Afrique réelle

Découvrir l'article

International

Libye, Mali, Bernard Lugan fait le point dans le n°171 de l’Afrique Réelle

Découvrir l'article

International

Coup d’État au Niger : l’échec de la stratégie d’Emmanuel Macron

Découvrir l'article

Vu ailleurs

Après le Mali et le Burkina Faso… aujourd’hui le Niger… et demain le Tchad…

Découvrir l'article

Politique

Dominique de Villepin et Hubert Védrine : Gabon, Niger, Ukraine, l’été où la diplomatie française a vacillé

Découvrir l'article

International

Niger, le pustch de trop pour la France ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky