Ar bloaz-mañ, arabat prenañ deiziadurioù an Azvent gant profoù chokolad evel boaz. Gant ti Henaff zo lakaet war ar marc’had un deiziadur « cochon » ! N’eo ket imajoù hudur a vo kavet el logeligoù bihan, nebaon tudoù, boestoù pastez ne lavaran ket. Gant embregerezh Pouldreuzig zo bet lakaet ennañ un dibab a voestoù pastez eus ar re saourusañ : ar voestig c’hlas, bio pe get, evel just met ivez tanavennoù brezhel, rilhetoù kig houad, … met, a-raok pep tra, zo bet choazet da lakaat kig moc’h fardet e meur a zoare.
Un tamm ker eo an deiziadur (99€ evelkent !) met un doare eo da vroudañ ur merk breizhad aroueziek ha da vroudañ ar c’hig moc’h war un dro…
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine