Brest (29) : « Tata » a oa e penn un trafik dramm

Perak mont da labourat bemdez war e vicher onest evit ur bennozh doue hag eñ dastumet arc’hant evel mengleuzier gant tud o trafikañ dramm. E « kartchier » Bellevue e Brest e oa bet diskoachet ur poent deal (ouzhpenn !) gant ar boliserien. E-barzh ur ranndi eus straed Kermenguy e oa kalz tud o tremen noz-deiz. Ha ne oa ket evit kannab pe lambig, evit heroin ha koko ne lavaran ket. Dre forzh evezhiañ al lec’h e komprenas ar boliserien penaos e veze aozet an trafik gant ar skipailh : daou pe tri den a oa e-harz ar savadur o c’hortoz ar pratikoù ha kerkent ha klaouet ar c’hlient e veze kaset d’an nec’h, er ranndi, da brenañ o dozenn.

Etre 25 ha 30 gwerzh a oa bemdez hag ar pennoù-dramm a c’helle koñsomiñ o foezon en dirri hag en hall mont tre. Strinkelloù e pep lec’h, ur gwir baradoz evit ar familhoù onest !

Pa tegouezhas ar boliserien da 6e mintin e oa ur pratik er ranndi dija o c’hortoz e zozenn. E-barzh ar ranndi e kavas ar c’hargidi koko, hero ha kannab. Bep eil deiz e veze livret ar skipailh gant ur marc’hadour e gros, ur gwir PME !

Ha piv a oa ar skipailh a-benn ar fin ? E penn an trafik e oa « Tata », ur vaouez, 38 bloaz. Evit he sikour, tri den all en o ugent ha tregont vloaz. « Tata » a oa anavezet mat ar « c’hartchier ». Gant he boutik e veze gounezet 1500€ bemdez evelkent !

Tata hag he c’homper pennañ a zo bet kaset d’an toull-bac’h da c’hortoz o frosez a-benn miz genver. An daou all a zo bet barnet buan : 12 mizvezh a doullbac’h gant goursez evit an hini 26 bloaz, C’hwec’h mizvezh gant goursez ivez evit egile.

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST

Meurtre de Nasserdine. S à Brest : quand la « marche blanche » occulte la réalité – et interroge la déontologie médiatique

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement

Brest : Un homme tué par balles à Bellevue, symptôme d’un modèle urbain en crise

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

En 2026, le Musée national de la Marine met le cap sur l’histoire et les profondeurs — la Bretagne au cœur de la nouvelle saison

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ur sac’had « patatez » prizius kenañ…

Découvrir l'article

BREST, Economie

Aéroport Brest Bretagne : 33 destinations directes pour la saison hiver 2025-2026

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Gwiler-Leon (Bro Leon) : 80kg a gouevr gant ar Jeorjianed

Découvrir l'article

BREST, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Brest : le musée national de la Marine s’enrichit d’une toile historique de Louis-Philippe Crépin

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Squats : en Bretagne comme en France, des propriétaires livrés à eux-mêmes et abandonnés par les autorités choisissent la manière forte

Découvrir l'article

BREST, LORIENT, NANTES, RENNES

Ligue 1 : les clubs bretons en souffrance, sauf le FC Nantes qui respire enfin

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : un 80 bloaz den laeret, an arc’hant en Afrika

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky