Korsika : Dek vloaz zo e rae Korsiz anaoudegezh gant ar « Ramplasiñ Meur »

Betek ar 15 a viz kerzu 2015 e krede pobl gKorsika e oa war var da vezañ ramplaset gant ar « C’hallaoued deuet eus ar C’hevandir » (ar Pinzuti e yezh ar vro). Met an deiz-se e tarzhas afer « Liorzhoù an Impalaer » e Aiacciu-Ajaccio. Pomperien a oa bet desachet en un toull-strap gant divroidi ha taget gante « peogwir e oant Korsad ». Luganoù gouennelour hag enep-korsad a oa bet huchet ha gwallgaset e oa bet ar bomperien. Lod anezhe a oa bet gloazet. Ar pezh ne oa ket bet gwelet biskoazh en enezenn a-raok an noz-hont !

Taget e oa bet ar boliserien a oa deuet da sioulaat an traoù ivez hag ur gwir gerilha en doa komañset er « c’hartchier »-mañ m’eo niverus ar poblañsoù ekstra-european.

Da heul e voe aozet ur vanifestadeg gant Korsiz. 600 e oant dirak ar prefeti ha 300 anezhe a c’haloupas betek ar c’hartchier evit ober o stal d’an dagerien. E-touez ar vanifesterien, ur bern broadelourien hag a rae anaoudegezh gant ar Ramplasiñ Meur, pezh ne oa ket anat er metoù broadelour korsad betek-henn kar touellet e oant gant an tiers-mondism.

A-benn ar fin e voe lakaet tan er voskeen hag ur c’hebab a voe taget gant Korsiz troet sot gant ar fulor.

Antronoz e voe aozet ur vanifestadeg all, ar vanifesterien o huchal « On est chez nous » e korseg hag e galleg. Displeget e oa bet an archerien hag embannet gant ar prefeti ne oa ket droad ken da vanifestiñ e kartchier « Liorzhoù an Impalaer ».

Er metoù broadelour korsad e oa bet treboulañs gant se. Mont a rae a-enep lugan ar « Gumuniezh a donkadur » a oa bet lakaet da bennreolenn an ideologiezh broadelour abaoe afer Aleria ha krouidigezh an FLNC da heul. A bep liv politikel e oa an emsav broadel korsad met evit a sell ouzh an enbroerezh e oa ruz-tan. E-barzh prezegennoù an FLNC hag e skourroù politikel e veze graet atav fae war ar C’hallaoued hep mennegiñ e mod ebet an enbroadeg afrikan ha Maghrebian a oa niverusoc’h-niverusañ en enezenn.

Abaoe afer Liorzhoù an Impalaer ez eus bet kalz aferioù all a seurt-se (Cisco, Bastia, …) ha savet eo bet Palatinu, strollad mirour hag identiter, gant Nicolas Battini, deuet eus ar metoù broadelour.

An emsav broadel eus e du a zo atav etre daou. En e bemp plijadur warn-ugent meur a wech. Etre ar wokism sot ha mit ar « Gumuniezh a Donkadur ». Met nebeutoc’h-nebeutañ a Gorsiz a gred e fablenn-mañ hag aon o deus e trofe o enezenn evel m’en deus troet « ar C’hevandir »  ur vro gollet !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Religion, Société

Korsika : ur groaz nevez savet e Siscu

Découvrir l'article

RENNES

Rennes reliée à la Corse dès l’été 2026 : Air Corsica ouvre deux nouvelles lignes vers Ajaccio et Bastia

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

« Terra Corsa, Terra Cristiana » : Ar re yaouank eus Korsika o tiskouez skouer vat !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Korsika : ur gevredigezh wokist er skolioù diskuliet gant Palatinu hag A Scopa

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Bastia : ur c’horsad yaouank kontellet, diskred zo war ur Sirian

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Korsika : ur skol nevez e korseg dre soubidigezh e Luciana

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

E Korsika, Mossa Palatina a vo war ar renk evit an dilennadegoù kannaded

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Zemmour e Korsika : ur spered digor pe digoroc’h war ar « c’hraf korsad »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : ur skol bublik dre soubidigezh e Portivechju a-benn miz gwengolo !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.