E Penn-ar-Bed ne oa ket 2025 bloavezh an erc’h du evit ar felliezh. Ur gwall-vloavezh, ur bloavezh du, ne lavaran ket.
D’ar merc’her 4 a viz c’hwevrer e voe prezantet sifroù ar felliezh e 2025 e Penn-ar-Bed gant ar prefed hag e oa fas koad gantañ. Da gentañ holl e lakaas ar gaoz war ar gwallzavoudoù war an hent. 57 den a zo marvet war hentoù an departamant e 2025, ar sifr fallañ abaoe 2007. Blenerien dindan dramm, dindan boeson pe az ae re vuan a zo kaoz eus kement-mañ. Ha c’hoazh ! Evit poent n’eus ket kalz a wallzarvoudoù abalamour d’ar protoxid azot e Penn-ar-bed, da c’hras Doue !
Met e Penn-ar-Bed eo frouezhus marc’had an drammoù all : +13% a dud serret evit bezañ kemeret perzh en trafikañ dramm e 2025. +47% a gastizoù trezizadek evit ar re a gemer dramm ! Hag evel just zo bet sezisaet kiloioù a drammoù, armoù hag arc’hant gounezet diwar an trafikañ dramm gant ar boliserien hag an archerien.
Hag ankeniet eo ar prefed gant ar pezh a c’hoarvezh e Brest hag e Bro-Vrest : +30% a aferioù e liamm gant an dramm a zo bet en takad polis eus Brest e 2025, ar pezh a zo nec’hus-tre !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.