Ar re dik gant bed an Titouroù a lenne gant aked ar World FactBook embannet bep bloaz gant ar CIA abaoe 1962. E 1971 e oa bet dirummataet ar rentañ-kont-mañ ha lakaet publik dindan an anv « The National Basic Intelligence Factbook ». Embannerien Bro C’hall a droe hag a embanne ar rentaoù-kont-mañ e galleg rak digoust e oa an testennoù lakaet en-linenn war lec’hienn ar CIA abaoe 1997. Achu eo ganto ! Bremañ ne vo ket mui embannet e rentañ-kont bloaziek gant ar « Greizenn », setu ar pezh a zo bet embannet war lec’hienn ar CIA d’ar 4 a viz c’hwevrer. Hervez John Ratcliffe rener ar CIA « e tle ar Greizenn soursial ouzh he c’hefridioù pennañ ha dileuskel an traoù all graet ganti ».
E miz mae 2025 e oa bet embannet gant Donald Trump e vefe nullet 1200 post diwar ar 22 000 a zo en 18 ajañs ispisializaet az a d’ober ar Greizenn. 73,4 miliard dollard a vez lakaet bep bloaz evit an Titouroù gant melestradur ar Stadoù-Unanet.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.