Kalifornia : rannoù “nann-jeneret” evit ar vugale er gourmarc’hadoù lakaet ret

démocrates

Votet eo bet al lezenn AB 1084 ar sizhun-mañ e Kalifornia hag e 2024 e vo lakaet e pleustr da vat : hiviziken e ranko ar gourmarc’hadoù lakaat e plas “rannoù ha kornioù nann-jeneret” evit ar vugale. Ret e vo dezho gwerzhañ produioù “nann-jeneret” ivez, dindan boell a dell-kastiz (etre 250 ha 500$).

Ur paotr bihan a c’hello kavout pailhetennoù hag ur plac’h vihan kirri-samm paotred an tan hep cheñch rann e korn ar c’hoarielloù a-drugarez d’al lezenn nevez.

Chadennoù gourmarc’hadoù zo o doa kroget dija da lakaat e plas seurt rannoù nann-jeneret, ar chadenn Target da skouer, hag abaoe 2015.

https://www.latimes.com/california/story/2021-10-09/california-will-require-large-retailers-to-provide-gender-neutral-toy-sections

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS