E kornioù zo eus Okitania emañ bev c’hoazh istor ar Gatared, un emsav kristen hag en doa bleuñvet el Lengadoc hag en Aragon etre ar bloaz 1000 ha 1244 pa voe peurlazhet ar gumuniezh diwezhañ e Montsegur, e departamant an Ariej bremañ, gant Hugues des Arcis. « Kroaziadeg an Albijidi » a zo bet graet eus ar maread-se, ur groaziadeg kaset ha rennet gant Simon Monforzh, un uheliad eus Bro-Paris hag e felle dezhañ terriñ herezi an Albijidi met ivez damesa « ar su » e anv Roue Bro-C’hall. Setu perak eo deuet ar groaziadeg-mañ da vezañ ur simbol eus ar stourm a vil bloaz etre Frañs an Norzh ha Frañs ar su, pe « etre ar Frañs hag an Okitania » evit ar vroadelourien okitan.
Ur simbol a-bouez kenañ eo ar C’hatarism evit tud zo en Okitania aze.
Met n’eo ket memes mod evit kuzul departamant an Aude. Emañ o kabaliñ evit ma vefe anavezet e rummad a gistilli istorel gant an Unesco. Hogen, evit ma vefe bravoc’h an doser e fell d’an ensavadur cheñch anv ar c’histilli katar evit reiñ dezho an anv chik ha cheuc’h « Kreñlec’hioù Roueel al Languedoc » ar pezh ne blij ket d’an okitanourien evel just. Hervez ar c’huzul departamant zo bet savet pe renevezet meur a gastell GOUDE mare ar Gatared. « Gaou penn-da-benn » a respont an Okitanourien hag a sav o mouezh a-enep un « tuginañ memorel ».
Lañset zo bet ur petision evit mirout an anv « Kistilli Katar » gant ar strollegezh okitanour País Nòstre (6601 sin evit poent) hag ur vanifestadeg a vo aozet d’ar 7 a viz c’hwevrer e Carcassone evit « difenn ar C’histilli Katar ».
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.