Bro-Okitani : An okitanourien war ar renk

An okitanourien a vo war ar renk evit an dilennadegoù kannad. Ar re eus an tu-kleiz bepred ma kabalint dindan an anv « Endavant ». Dre vras eo izili ar Partit Occitan a vo dindan an anv-se. E 16 pastell-vro e vo paotred ha merc’hed Endavant war ar renk, dreist-holl e rannvroig « Occitanie » ha Gaskogn.

Rannvroelourien eus « Pais Nostre » (Bro Narbon dreist-holl) az aio war ar renk skoaz ouzh skoaz gant ar strollad Résistons! eus Jean Lassale.

Eus o zu, broadelourien ar PNO a chomo er gêr. Kaketet e vez anezho er mare-mañ er metoù okitanour rak dibabet en deus ar strollad dizalc’hour mont e-barzh ar « Fédération des pays unis », ur c’henstrollad broadelourien m’emañ Strollad Breizh (PB) ennañ evit hor bro a-stroll gant… provañsourien « Prouvènço nacioun », da lavaret eo tud hag a zo a-enep unvezh Okitani. Ur pec’hed hervez darn eus an okitanourion hag a lak ar PNO da « dreitourien » hiviziken.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !