
Sant-Brieg, ur gêr aet he stal da fall
Didruez eo rentañ-kont diwezhañ kambr rannvroel ar c’hontoù evit kêr Sant-Brieg. Gant ar c’hambr eo bet sellet pizh ouzh kontoù an ti-kêr etre 2017 ha 2022 (pa oa Marie-Claire Diouron (UDI) e penn an traoù da heul Bruno Joncour neuze) ha trelachet eo ar mestr-kontourien : Dastumet he deus kêr Sant-Brieg ur bern dle. Ken n’eo ket mui evit en