
Turkia : an alevied a-enep ar c’hentelioù islam lakaet ret
D’ar 27 a viz c’hwevrer e vanifesto ar gumuniezh alevi eus Bro-dTurkia a-enep al lezenn nevez a laka ret ar c’hentelioù relijion (da lavaret eo kentelioù islam) en holl skolioù. Evit ar vugale etre pevar ha c’hwec’h vloaz e vo ar c’hentelioù-se. Gant minister ar c’hult (sunit) eo bet kinniget al lezenn-se d’ar parlamant m’emañ an AKP ar strollad pennañ.