
Tan er c’hirri-tan e Felger : e Mayenne ivez !
Nebeutoc’h eget kant kilometr a zo etre Felger hag Evron, e Mayenne, met ar memes fedoù a c’hoarvez en div gêr abaoe mizioù : tan a vez lakaet e kirri-tan zo. Evel ma teu e teu. Diouzh an dibennioù-sizhun. E Evron da skouer, abaoe ar 24 a viz gwengolo ez eus bet devet 8 karr-tan. Diouzh noz. E karterioù disheñvel.