
« Sympatic », feurmoù re uhel, c’hwiled-du : petra c’hoarvez e Loudieg ?
Keloù fresk ! : D’ar meurzh 10 a viz genver ez eus bet kemeret un diferad gant ar prefed da serriñ ar Sympatic. Kelaouet eo bet an envroidi o chom ennañ gant an archerien hag ar boliserien sikouret gant jubennourien. Pemzek deiz en deus ar perc’henn evit reneveziñ ar savadur. Anavezet mat eo an davarn « ar Sympatic » e Loudieg ma