Xavier Bertrand evit ar pikardeg er skol
Ur c’helc’hlizher nevez diwar-benn kelenn ar yezhoù rannvro en Deskadurezh Stad a zo war ar stern. Er c’helc’h-lizher-mañ e vo ouzhpennet flamank-ar-c’hôrnog e roll ar yezhoù anavezet gant ar ministr. Pezh a dalv e c’hello ar mistri-skol aozañ kentelioù flamankeg er skolioù eus arondisamant Dunkerques hiviziken. Pezh zo, ne vefe ket ar pikardeg er roll nevez, diouzh ar pezh a