Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

« Ul liorzh vurzhudus », Denez Prigent

02/12/2015 – 10H00 Breiz (Breizh-info.com) –  Kaoz ez eus bet kalz eus pladenn nesañ Denez Prigent er mizioù tremenet e Breizh hag er bed a-bezh, da lavarout eo An Enchanting Garden – Ul Liorzh Vurzhudus. Rouez eo, avat, ar re a ro o soñj a-zivout pezh a gaver e-barzh. Dimp-ni ez eo beuz e zoare ken ez eo hag emaomp o vont da lavarout ar perag eus kement-all.

Da gentañ-penn e rankomp lavarout ez eo ur vat a gavadenn bezañ kemmet e anv arzour eus Denez Prigent da Denez hepmuiken peogwir e kemm a-galz e stil en e bladenn nesañ. Pa oa techet d’ar sonerezh elektronek e kave dimp e teue da vout randonus a-walc’h ar pladennoù all graet dindan an anv Denez Prigent. E stil zo kemmet ha talvezout a rae ar boan kemm e anv arzour war un dro. Bremañ e soñj dimp e tosta muioc’h ouzh an hengoun breizhat gant muioc’h a vinvioù pa groge d’en em veuziñ en ur world culture divlaz kent. Daoust dezhañ en devout lavaret e oa e sonerezh a wad mesket ha d’en skrivañ c’hoazh en e lec’hienn internet pezh na dalvez netra ebet a-fet sonerezh e kavo an nen peadra da soñjal e tosta ouzh an hengoun europat, ha breizhat pergen, pa ra gant binvioù europat dreist-holl. E bladenn nesañ zo europat-kenañ neuze ha bourrus eo gwelout un arzour gwriziennet en hor c’hevandir da vat. Daoust d’ar prepozioù diwar-benn an hironañ a gaver a-wechoù diwar e ijin hon eus merzet dre hon-unan e oa kement-se netra met plegañ d’ur c’hiz hag a zo o ren e metoù an arzourien a-vremañ ha tra ken.

Pa seller a-dost ouzh pezh a gan Denez en e ganaouennoù nevez ez adkaver ur meni prederiadenn diwar-benn ar bivelezh hag en e ganaouenn Beajet ‘M Eus e lavar dimp penaos e talv ar boan beajiñ pa laka an den da gaout bravañ teñzorioù e “glenn ar vro” war an distro ha neket en ur en em nac’hañ e sevenadurioù estren eo ; ho pet soñj eus pezh a skrive Joachim du Bellay pemp kant vloaz ‘zo pa lavare «Eürus evel Uliss en deus graet un hir a veaj […] hag a zo distro e ti e dud leun a zoare hag a furnez». Ur santad istorel hag europat-meurbet en deus lakaet tud hon sevenadur da vezañ beajourien a-holl-viskoazh, evit brasañ klod broadoù ar c’hornog. Evel-se ez eus tu da gompren an arver a ra ar sonerien a labour gant Denez eus binvioù estren evel bendir, cajon pe ar djembe evel un doare da vezañ beajet ha da vezañ tennet gounit eus traoù kavet er bed evit skeudennaouiñ ene an den europat, ene ar Breizhad ez eus eus Denez peurgetket.

Pelloc’h, e Peñse Nedeleg, e tiskouez unan eus ar c’humuniezhioù hengounel eus Breizh hini ar Vro-Bagan — liammet en un skrapadenn ma kemer e-barzh “paotred koulz ha merc’hedar vro, gant “ar beleg […] e ged war an tour-iliz” dindan “c’hras Doue”. An hengoun, ar relijion hag ar yezh zo mesk-ha-mesk e razh ar sonennoù. An holl ganaouennoù zo intret gant an doare breizhat da welout ar bed a-fet karantez, paourentez ha buhez : berr-ha-berr ez eo ar c’hanaouennoù-se reoù un den eus ar vro hag a gemer harp war e vro evit bezañ er bed hag evit ezteurel e wir da vevañ ha da vezañ pezh ez eo er bed. Ar c’hoant herrus-se a gaver gant ar ganaouenn saoznek nemeti An Old Story . Ned eus ket a stad-etre a vefe lakaet etre Breizh hag he yezh war un tu hag ar bed hag ar saozneg ma ‘z eo ar yezh etrebroadel anezhañ war an tu all.
Ha neuze, ne vo kavet ger ebet e galleg er bladenn-se gant paotr e ziskouarn digor-bras, paneve er menegoù lezennel ret gant Yann-lenner. En ur zibab skrivañ pep tra e brezhoneg hag e saozneg e tibab Denez anataat fraezh n’hon eus ket ezhomm eus ar galleg evit bezañ hon-unan e-touesk ar re all. Lavarout pegen plijet ha hoalet e vezomp gant ur menoz a seurt-se ne vefe ket a-walc’h ; anzav a rankomp ez a pelloc’h Denez eget an darn vrasañ ac’hanomp a hañval goulenn atav an aotre evit kaout ar gwir da vezañ digant o mistri, ar pennoù galleg. Denez ez eus un den frank, hengounel, koulz ha libr anezhañ hag an dud anveliour, hengounelour ha frankizelour a zo ac’hanomp en em gav a-spered gantañ.

Erbediñ a reomp ar bladenn-se deoc’h, enta : “An enchanting garden – Ul liorzh vurzhudus”, Denez, Coop Breizh, 2015.

Erwan Le Gal

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Evenements à venir en Bretagne, Guérande, LA BAULE

Guérande. Denez Prigent, Alan Stivell et Bernard Rio au Festival du Livre en Bretagne les 18 et 19 novembre [Vidéo]

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, QUIMPER, Sociétal

Quimper. Pour ses 100 ans, le Festival de Cornouaille veut se « recentrer » sur la culture bretonne en 2023 : oui, mais… [Vidéo]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Nantes. La Nuit bretonne revient le 24 juillet avec Talec-Noguet Quartet et Denez Prigent.

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Angevil lance une souscription pour sortir son premier album

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, VANNES

Auray (Morbihan). Quand les boulangeries font la promotion du breton

Découvrir l'article

Education, Sociétal

Denez Prigent favorable au breton obligatoire dans toutes les écoles de Bretagne, « ceux qui ne sont pas contents, ils vont ailleurs ! » [Vidéo]

Découvrir l'article

A La Une, Culture & Patrimoine

Denez Prigent l’intransigeant : réservations hautement conseillées !

Découvrir l'article

Insolite

Tour de France 2019. Un album Panini pour petits et grands

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne

Zaz, Cats on Trees, Les Wriggles, Denez Prigent… : les concerts de la semaine en Bretagne [Vidéo]

Découvrir l'article

Culture, Evenements à venir en Bretagne, PONTIVY

Kan ar Bobl 2019 : rendez-vous à Pontivy les 6 et 7 avril prochains

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky