Bro-Danemark. Niverenn diwezhañ an Nordschleswiger

A LA UNE

Echu gant « Der Nordschleswiger », ar gazetenn pemdeziek en alamaneg eus ar vinorelezh alaman an Danemark. D’ar c’hentañ e viz c’hwevrer eo bet embannet an niverenn diwezhañ. Hiviziken e c’hello alamanegourion an Danemark kenderc’hel d’he lenn war internet ma vo bouetet al lec’hienn c’hoazh. Ar gazetennerion a lak o spi gant an internet ma esperont kenderc’hel evel ur media pur player.

D’an daou a viz c’hwevrer 1946 e oa bet embannet an niverenn gentañ. Ha, d’ar mare-se, e oa ar gazetenn dieub gentañ en alamaneg embannet goude an eil brezel bed. Abaoe 30 vloaz e veze moulet bep noz Der Nordschleswiger e kêr gKiel, e Bro-Alamagn, hag abred diouzh ar mintin e veze treuzet ar vevenn gant ur c’harr-sammad a gazetennoù evit reiñ keloù fresk da alamaniz an Danemark.

Tost 15 000 alaman a-orin a zo o chom e Bro-Danemark. Nordschleswiger a vez graet anezhe en alamaneg (ac’hano anv ar gazetenn) rak chom a reont er Schleswig, ur proviñs bet rannet etre an Danemark hag an Alamagn e 1920.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

.
- Je soutiens BREIZH-INFO - spot_img

Thorgal est de retour (bande dessinée)

Créée il y a plus de quarante ans, la bande dessinée Thorgal, teintée de fantastique, est aujourd’hui encore la...

Après Josephine, Bécassine au Panthéon ! [L’Agora]

Avec Josephine Baker (1906-1975), c’est un personnage en grande partie fabriqué selon les méthodes du show business qui entrera...

Articles liés