Reuz e Torigneg-Fouilharzh (35) diwar-benn an divroidi

Publicité

Abaoe 8 miz ez eus ur c’hant a zivroidi oc’h ober kamping e park ar Gayeulles e Roazhon. Ar pezh zo, ar park-se a zo stok ouzh kumun Torigneg-Fouilharzh. Ur maer ekolo eo a zo e penn ar gumun-se, Gaël Lefeuvre hag a zo rener Air Breizh ivez. Pezh a dalv n’eo ket eñ ur paotr Zemmour tamm ebet ! Hogen, kinniget ez eus bet gant ar skouted « Eclaireurs de France » kreizenn vakañsiñ ar gevredigezh e Torigneg-Fouilharzh evit degemer un tregont a repuidi. Un tri-ugent bennak a zo bet kaset eno kerkent.

Bah ya, met gant ar maer eo bet kaset ar bodad surentez kement ha gwiriekaat e oa mat pep tra a-fet surentez. Hogen, n’en deus ket roet ar bodad e asant da heul ar weladenn, war a seblant ez eus traoù a-dreuz ha n’int ket diouzh al lezenn. ‘Pezh a dalv n’hall ket ar repuidi ober annez er greizenn. Me ‘gomz dit ! Un tregont a dud o deus en em staliet e-barzh an ti ha fellout a ra dezho chom ennañ mod pe vod. Ha 34 all o deus staliet teltennoù tro-dro d’ar greizenn ! Ma c’hoarvezh un dra a-dreuz, un tan-gwall pe me oar, eo ar paourkaezh maer ekolo a vo kiriek hervez al lezenn ! Aon o deus ar c’haochisted e sinfe Gaël Lefeuvre ur skrid-embann evit skarzhiñ ar skwaterien hag e kasfe ar fliked da heul, memestra.

Met penaos ober evitañ ? Hag eñ ekolo ! Pa weler penaos e tro an traoù e EELV gant ar « rousseauisted » o kemer muioc’h-mui a bouez… Ma vez galvet ar fliked gantañ e vo kontet da « faskour » ken sur ha tra !

Da c’hortoz e sko ar c’haochisted ouzh Gaël Lefeuvre par ma c’hellont war o lec’hiennoù kelaouiñ…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

Sociétal

Le prolétaire au bout du clavier : ce que l’IA fait à la gauche

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

Local, Religion, RENNES, Société

Un nouveau vitrail pour l’église de Melesse (35)

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.