Logo nevez Kreiz Morbihan Kumuniezh : tamm brezhoneg ebet !

12 kumun a za d’ober Kreiz Morbihan Kumuniezh. Eus Mêlrant betek Pluveleg. An holl gumunioù-se a zo e Breizh-Izel ha brezhoneg eo ar yezh hengounel, yezh ar vro, war-bouez un dornad e reter ar gumuniezh hag a zo e Breizh-Uhel ha ma vez pe veze komzet gallaoueg.

Krouet ez eus bet ul logo nevez evit ar gumuniezh nevez zo ha kinniget ar sizhun-mañ. Ha graet eo bet gant servijoù ar gumuniezh, n’eo ket bet lakaet un ajañs kehentiñ bennak eus Paris da ribotañ e benn war ur “c’honsept” toull. Evit ur wech ! Ma, evel just ez eus bet graet gant ar gwer hag ar glas evit aroueziñ ar “stabilded hag al lusk”, “an argoad hag ar mor” pe n’ouzer ket peseurt koniri a vez klevet seul gwech ma vez kinniget ul logo bennak.

Hogen mañkout a ra un dra bennak el logo : ar yezh ! Ha p’emañ Kreiz Morbihan Kumuniezh e kreizig kreiz ar vro ma vez komzet hon div yezh, n’eus tamm brezhoneg pe gallaoueg ebet war al logo ! Hag ar wazourien o deus krouet al logo-se n’o deus ket kredet reiñ ur plas da yezh pe yezhoù o zadoù ? Gant ar vezh !

Penaos adsevel hon div yezh ha reiñ dezho ur plas e kreiz hor c’hevredigezh ma ne vezont ket graet ganto gant hor c’henvroidi ? Reklemomp e vefe lakaet logo Kreiz Morbihan Kumuniezh e brezhoneg hag e gallaoueg ivez !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS