La Bressola (skolioù e katalaneg dre soubidigezh) savetaet gant ar Su

Publicité

Evel e Breizh, emañ ar bed sevenadurel katalan eus Norzh-Katalonia o foetañ boutik er mare-mañ. Berr an arc’hant, berroc’h-berrañ ar skoaziadennoù publik hag uheloc’h-uhelañ ar frejoù. Radio Arrels, ur radio e katalan eus an Norzh, a zo en arvar bras da skouer.

E miz genver e oa bet lañset ur galv gant ar Bressola (skolioù e katalaneg dre soubidigezh) : un toull a oa er c’hef hag e kinnig ar rouedad skolioù debriñ e strapenn. 200 000€ en doa reklemet ar gevredigezh digant departamant Pireneoù ar Reter hag ar rannvro Okitania. A-hend-all e oa an alchwez dindan an nor.

5 miz warlerc’h setu savetaet La Bressola. Abalamour da Gatalaniz, da embregerezhioù zo ha da ensavadurioù zo : 710 000€ en holl a zo bet rastellaet e-korf pemp miz memestra !

Met arabat krediñ eo bet brokus an ensavadurioù gall eus an Norzh. Diwar ar 710 000 n’eus ket nemet 15,5% eus ar sammad a zo bet roet gant tud pe ensavadurioù eus ar stad gall. Ar peurrest a zo bet roet gant… Katalonia ar su !

210 000€ a zo bet roet gant deputasionoù Barcelona, Girona ha Llèida, 185 000€ a zo bet profet gant ar c’hevredigezhioù ken sevenadurel ken broadelour a Òmnium Cultural ha Assemblada Nacionala Catalana ha 150 000€ a zo bet votet gant ar Generalitat de Catalonia. Eus o zu, zo bet roet 80 000€ gant ar rannvro Okitania, 55 000 gant kumunioù eus an Norzh hag an « Associacion Catalana de las Municipalitats » ha 30 000€ gant departamant Pireneoù ar Reter.

Goulennet e vo muioc’h gant ar familhoù ivez : ur c’hresk a 10% eus ar sammad roet betek-henn a vo lakaet e pleustr.

« Savetaet omp gant ar su ar wech-mañ met n’hallo ket hen ober da viken » o deus lavaret pennoù bras La Bressola.

Crédit photo : pajenn Facebook La Bressola
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International, Justice, Société

Catalogne : vers une amnistie de l’ancien président séparatiste Carles Puigdemont ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Cyclisme, Sport

Tour de France 2026 : Barcelone, la Catalogne et le rêve fou d’un Pogacar battable

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

Ensauvagement, International, Politique, Société

Aliança Catalana, la formation identitaire et indépendantiste catalane qui monte sur fond d’insécurité galopante

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.