Arc’hant tud Il-ha-Gwilun foranet da souten raktresoù en… Afrika !

Taxe foncière

“Kengred erebroadel” a vez graet eus se. Betek ar c’hentañ a viz ebrel emañ departamant Il-ha-Gwilun o c’halv an dud da ginnig dezhañ raktresoù evit souten Afrika evel bep bloaz.

Arc’hant a vo roet d’ar vretoned o do ur raktres evit “toullañ ur puñs en Afrika”, “souten frankiz ar merc’hed” eno pe “gwareziñ ar pourvezioù naturel” en tu-all d’ar mor kreizdouarel.

Ur garta boutin da zepartamant 35 ha 29, ar Rannvro ha kêrioù Brest, An Oriant ha Sant-Brieg a zo bet krouet evit choaz ar c’hevredigezhioù a c’hell kaout arc’hant eus an ensavadurioù-mañ diwar kriterioù etik.

Bep bloaz e vez lakaet arc’hant gant an ensavadurioù foran breizhad e seurt raktresoù (dreist-holl e Mali, Madagaskar ha Maroko gant departamant Il-ha-Gwilun) tra maz eus kement ha dud o fritañ mizer e Breizh.

Ouzhpenn-se, deomp-ni eo da souten broioù ha n’int ket evit en em zibab o-unan. N’eus ket arc’hant foranet a-walc’h e Breizh hag e Bro-C’hall evit paeiañ dispignoù an enbroerezh, dav eo deomp paeiañ ivez ar re chomet er “bled” ! Biskoazh !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS