Arc’hant tud Il-ha-Gwilun foranet da souten raktresoù en… Afrika !
« Kengred erebroadel » a vez graet eus se. Betek ar c’hentañ a viz ebrel emañ departamant Il-ha-Gwilun o c’halv an dud da ginnig dezhañ raktresoù evit souten Afrika evel bep bloaz. Arc’hant a vo roet d’ar vretoned o do ur raktres evit « toullañ ur puñs en Afrika », « souten frankiz ar merc’hed » eno pe « gwareziñ ar pourvezioù naturel » en tu-all d’ar mor kreizdouarel.