Eurovision : Alvan & Ahez arruet eil-diwezhañ, piv a vo souezhet ?

Publicité

Bountet pour glas e veze ganto e Breizh abaoe miz : Alvan & Ahez a oa sur da c’hounid an Eurovision ! A-benn ar fin eo triñchiñ o deus bet e-lec’h pour gant arvesterien an Eurovision. Arruet eo eil-diwezhañ ar strollad breizhad ! 24vet plas !

Evel just ne veritent ket seurt disouezhadenn rak graet o deus o seizh gwellañ evit kenderc’hiñ an arvesterien. Ha forzh penaos e ouie an holl dud e oa prometet ar plas gentañ d’ar rapourien ukrenian. Un drec’hadenn bolitikel eo evito ha n’eo ket muzikel ken divlaz ha karikaturel e oa « kanaouenn » an ukrenianed.

Met perak an diaoul ez eus bet dibabet ur muzik liv « oriental » warni gant Alvan & Ahez. Gant un « dañsourez ar c’horf » o fichfichal tro-dro dezho ouzhpenn-se ! An holl dud a zo arruet skuizh gant an enbroerezh en Europa a-bezh ! Perak n’o deus ket komprenet krennarded Alvan & Ahez a dra-se c’hoazh ? Un dra anat eo koulskoude ! N’eus ken sellet ouzh disoc’hoù ar votadegoù diwezhañ.

An holl bobloù eus Europa a vot muioc’h-muiañ, a votadeg da votadeg, evit ar strolladoù « poblelour » pe « eus an tu-dehou pellañ » ken heuget int gant « politikerezh an degemer » a zo bet lakaet da lezenn sakr gant Bruxelles. Ne ra foutr-kaer ur slovak pe un norvejian e oa e brezhoneg pozioù « Fulenn » disadorn dremenet rak ne anavezont ket hor yezh hag ar jakobinerezh a zo e Bro-C’hall. Ar pezh o doa klevet disadorn dremenet e oa ur muzik hanter rok-hanter-tekno liv « arabo-oriental » warni. Hag ar pezh o doa gwelet e oa tud yaouank o kanañ en ur yezh iskis gant un arabez o tañsal. Netra ken ! Marteze e soñjas an hanter eus Europa e kane Alvan & Ahez e turkeg pe arabeg zoken. Da lavaret eo peadra da feukañ Europeiz a-vremañ rak echu eo da vat gant maread alaouret ar « repuidi deuet mat » ha hunvre al » liessevenadurezh eürus ».

En holl vroioù Europa o deus komprenet an dud n’eo ket mat evito an enbroerezh. E Breizh emañ hor c’henvroidi o kompren. E bedig-bed ar brezhoneg, rouantelezh ar wokism-pellañ ma’z eus unan, emañ atav an dud gant o hunvreoù moumounarz…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Eurovision : Alvan & Ahez arruet eil-diwezhañ, piv a vo souezhet ?”

  1. Yvette Prétet dit :

    Stéphane Bern a fait la remarque suivante:  »On n’entend pas beaucoup parler le français à l’Eurovision! »…Je pense qu’il a raison, des chanteurs qui représentent la France à l’Eurovision doivent chanter en  »français »…Ils ont été classés avant-derniers, devant l’Allemagne!…Espérons que l’année prochaine des chanteurs  »français » chanteront  »en français » à l’Eurovision!

  2. ALREN dit :

    @ Yvette Prétet: Et les Suisses doivent chanter en « suisse » comme les Belges en « belge ». Vous aurez remarqué que les deux derniers du classement est lae duo européen donneur de leçons aux petites nations européennes. Le plupart des votants ont inclu nos chanteurs bretons dans le paquet français. Si les Bretons avaient été présentés au titre d’une petite nation d’Europe ils auraient récolté un meilleur capital de sympathie. Eurovision est plus une compétition politique entre Etats-Nation qu’entre Peuples avec leurs racines authentiques.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

Sociétal

Le Pogam, Musk et la revanche des bâtisseurs : quand les entrepreneurs défient la pensée dominante

Découvrir l'article

A La Une, Culture & Patrimoine, Sociétal

Efsy Washington : « Trop à droite, trop en opposition avec la morale dominante » — l’écrivain anonyme qui défie le wokisme éditorial [Interview]

Découvrir l'article

Politique, Sociétal, Société

Le magazine L’Incorrect banni d’Instagram

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

International

Royaume-Uni : Scotland Yard et la police gangrénées par le wokisme : un ancien responsable brise l’omerta

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Apprentissage du breton : la plateforme Desketa fête ses deux ans et dépasse les 20 000 utilisateurs

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.