Enep-faskourien Brest a-enep… drougemglevioù an tu-kleiz pellañ hag an islamouriezh !

Ha touchet int bet gant gras an itron deboner ? E Brest, an enep-faskourien o deus ul lec’hienn gelaouiñ anvet Bourrasque-Info.

D’ar 14 a viz even ez eus bet lakaet en-linenn ur pennad seurt n’eus bet biskoazh : ur pennad a-enep drougemglevioù an tu-kleiz pellañ hag an islamouriezh ! Biskoazh kement-all ! « Ar religionnisme » a zo bet graet eus ar gourdrouz nevez-se e bed ar gleizouriezh. Nevez ? Pas kement-se…

Ha Bourrasque-Info da ziskouezh gant e viz « l’Action Antifasciste Paris-Banlieue » pe « l’Action Antifasciste Nantes » pe ar « GALE » zoken, da lavaret eo genaouien talvoudus muiañ-karet paotred o barv hir. Hervezo e vefe ar strolladoù-se o soutenn strolladoù ha lec’hiennoù islamek ha n’o deus netra da wellet gant o stourm. Poent bras e oa da zigeriñ an daoulagad kamaladed !

Evel just e-barzh ar pennad ez eus 1001 diwall yezh. Arabat veskañ an traoù, n’eo ket memes kouch « islam » hag « islamouriezh » hervezo. « Padamalgam » na petra ‘ta !

Pegoulz e chomo ar pennad-mañ en linenn a-raok ma kouezfe warno abostoled ar relijion gleizour, avat ? Amañ emañ an dalc’h.

Crédit photo : kopienn skramm Bourrasque-Info.org

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS