Merc’hed o mourroù hir, paotred o brozhoù berr-berr a c’hello en em gavout en un ti « queer ha feminist » e kreizig-kreiz Brest hiviziken. « Passages » eo anv al lec’h-mañ, « profet » gant an ti-kêr, a vo digoret da vat e kreiz miz mae. Straed Jean-Marc, nepell a blasenn Strasbourg e vo « Passages ». Pemp kevredigezh a vo e karg eus al lec’h : Les détraqueers, Nous toutes, Les Pétrolettes, Brest la trans et ArchiVQ. Gouestlet eo ar gevredigezh diwezhañ-mañ da istor an LGBThagall. Prouiñ ez eus bet atav « queered » pe « treuz » a-hed an istor evit gellet kadarnaat o reklemoù hiziv eo ar pal.
Met perak n’eo ket bet dibabet ul lec’h e « kartcherioù » Brest kentoc’h, evel Pontanezen pe Bellevue ? Mod-se e vefe bet lakaet e pleustr « kenskejadelezh ar stourmoù », neketa ?
Crédit photos : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine
2 réponses à “Brest : e miz mae, un ti « queer ha feminist »”
Queer ? Hep mar ebet. Feminist ?
Ur pezh pikol arsanailh zo e Brest, n’eo ket estonus e viche seurt kevredigezhioù da heul, ar memes tra a c’hoarvez e Toulon. Evit pezh a sell deus Ponta ha Bellevue, meur a hammam zo eno dija… goulennit er voskeenn da c’houzout e-pelec’h emaint. Hammamoù evit ar baotred zo e Brest se zo sur, evit ar merc’hed ne oaran ket.