Gwened : harz-labour ar skoazellerezed e skolioù ar gumun !

Souezhet e vo tud Gwened é kas o bugale d’ar skol diriaou : ne vo skoazellerez ebet e 12 ag an 13 skol bublik a Wened !  Harzhet e vo get ar labour gete àr galv ar sindikadoù Force Ouvrière, UNSA ha CFTC. Reklem a reont e vehe titlet ur skoazellerez e pep klas, anavezet get minister ar labour eo poanius ar vicher, kaout ur gwir blas er skipailhoù pedagogel ha sklaeraet ar pezh o deus d’ober.

A-benn ar fin, n’hallo ket ar vugale mont da zebriñ er c’hantinennoù kar serret e vint holl diàr an diouer a goskor. E skol Pape-Carpentier e vo degemeret ar vugale evel boaz, avat. Ar skol nemeti e vo.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS