Achu get Babigoù Breizh ‘ba Gwened

Publicité

Nag ur ranngalon : achu eo get ar vagouri Babigoù Breizh ‘ba Gwened a-c’houde 14 vlez é tesevel pouponed e berton. Problemoù argant a oe er gevredigezh, ya sur, kar àr-digresk e ya an argant roet get kêr Gwened ha kêr Bleskop ha 45 000€ a vank er c’hefoù mes problemoù tud a oe ivez. 5 krouedur a oe enskrivet ar blez-mañ ha é cheñch atav an implijidi é labourat a-barzh. 16 den a zo bet gopret e-korf tri blez ! A-wezhoù e oe serret ar vagouri.

Mes perak e ya da get ensavadurioù an Emsav èl-sen ? A-gaoz d’ar wokism èl rezon ! A-gaoz da spered an amzer vremañ an hini eo ! ‘Ba holl gevredigezhioù gouestlet d’ar langach berton peotramant d’ar sevenadur eh eus problemoù. Problemoù etre an dud, problemoù etre an dud a youl vat hag an implijidi, problemoù etre an implijidi, problemoù etre tud ar vugale hag ar skipailh pedagogel ‘b’ar skolioù, problemoù, problemoù…

C’hwi zo e penn ur gevredigezh bennak ? Arabat gopraat tud yaouank da skouer, ar re-se a zo wok holl anezhe bremañ ! Surtout m’int bet stummet ‘ba Roazhon 2. Trist eo skriviñ se. Ha me zo sur eh eus tud yaouank sirius ha normal ivez ‘ba Roazhon 2, mes diaesoc’h-diaesañ eo o c’havout. Ema ar re wok é vonet da c’houlenn ganeoc’h traoù dibosubl. N’eus ket mui spered ar stourm, spered an Emsav gete. C’hoant o deus da vout tretet èl roueed pe priñsezed ‘ba hor c’hevredigezhioù. Ha setu int ehanet ken buan ha tra ma ne vez roet dezhe ar pezh a c’houlennont. Groeit e vez « burn-out » aveit netra gete. Me zo bet ‘ba ur gevredigezh breizhad a vro An Oriant hag em eus bet ma lod. Chaoket ‘m eus ma stripoù gete !

Ar wokism a zo ur c’hrign-bev aveit an Emsav. Ema deoc’h e tebriñ ag an diabarzh. Ha ‘b’ar c’hevredigezhioù n’eo ket ar wokisted a-enep ar re arall eo kar en em zebriñ a reont etreze ivez. Bout zo bec’h gete noz-deiz hag aveit forzh pesort tra. Mes gete eo an « holl a-enep an holl ». Kar lakaat a reont reustr ha keflusk e forzh pesort boutik e arruont.

Gwezharall e oe kentoc’h jeu etre « rannvroleourion » ha « broadelourion » ‘ba hor c’hevredigezhioù ha skolioù. A-wezhoù e oe mod-se. Mes an holl dud-se a oe kar-o-langach a-wael ha kar-o-bro ivez nag e oe dishañval o doare da welet « Breizh dieub ». Mes bremañ n’eo ket mui sort tud a zo ‘ba hor c’hevredigezhioù. N’int ket mui emsavourion aveit Breizh, emsavourion aveit ar feminism (ha n’eo ket aveit ar merc’hied !), aveit an LGBT, aveit an embroidi eo. Tud trelatet peurvuiañ, mesket o spered. Mesket o spered get teoriennoù toull ar wokism surtout.

Poent eo cheñch penn d’ar vazh tudoù ! Poent eo skubiñ an oaled hag adkavet un Emsav « normal ». Get tud ag an tu-dehoù pe an tu-kleiz pe tud ha n’int ket politik mes tud normal ha n’eo ket wokisted o blev glas, paotred get sae pe me ouia. Poent eo lakaat hor c’hevredigezhioù, hon Emsav e reizh !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Achu get Babigoù Breizh ‘ba Gwened”

  1. Hamon dit :

    Er miz-mañ e klask ar skolioù divyezhek bugale nevez.
    Unan eus va bugale vihan a oa sañset mont da unan anezho.
    Met war borzh ar skol e oa ur vamm gant ur c’hrog metal ouzh he divfronell hag ur c’houblad a vro Afrika du gant pemp bugel bet ganet an eil war lerc’h egile, an hini diwezhañ ouzh bron e vamm.
    Mont a raio va mab bihan en ur skol er-maez kontrad katolik ha me a baeo.

  2. Lukaz dit :

    Ya, trist eo gwelout penaos o deus an dud normal, ha tud normal an tu dehoù dreist-holl, dilezet pleustr ha treuzkas ar brezhoneg d’ar c’haochisted diskaret (=dégénérés) ha d’ar wokisted. Met n’int ket perc’henn war hor yezh, na vezomp ket dipitet ha chomomp start ! Implijomp ar brezhoneg, hor gwir eo.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International, Politique

Rakvotadeg Demokrat er Michigan : an tu-kleiz amerikan o vlaziñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Politique

Breizh-Kerneveur : un emglev kenober sinet etre an div vro

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sciences, Société, Vie Pratique

Amzer c’hor : hag echu eo gant « Breizh repu klimatek » ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Gwened : sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get ur gevredigezh studierion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

Ur strollad punk anarkour a sav e vouezh a-enep ar feministed ag an tu-pellañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ur raktres wok arc’hantaouet gant ar Redadeg c’hoazh ar bloaz-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Sociétal, Société

Perak ez eus kement a gaochisted er c’hevredigezhioù ?…

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.