Sant-Nazer : ur Roumanez el lez-varn gant 10 000€ en he c’harrig-bount

E miz c’hwevrer 2020 e oa bet barnet Rromed eus Roumania e Sant-Nazer evit un afer a drafikañ kartennoù bank. Ur gwir « gang » e oa hag en doa laeret kartennoù bank e Bro-Frañs a-bezh. Kement a dud a oa bet asinet (33 !) ma rankas prezidant al lez-varn rekizañ ur sal abadenn e bon lestr-spluj !

Met d’an 10 a viz c’hwevrer e voe sachet evezh an evezherien gant ur vaouez o vountañ ur c’harrig-bount. C’hoar ur plac’h varnet e oa. Furchet o deus ennañ ha kavet 6800€ dindan ar poupon mui 3300€ e dilhad ar vammig !

Diouzhtu e voe diskred warni gwennañ arc’hant evit ar gang. D’an 13 a viz gwengolo e oa, hi, he c’hoar hag he gwaz, e lez-varn Naoned en-dro met dirak ar barner ar wech-mañ !

Hag ar Roumaned da zisplegañ « n’o deus ket fiziañs er bankoù hag e Roumania e vez graet kentoc’h gant arc’hant dizolo. Un dra normal eo da gaout kement a arc’hant ganeomp » emezo e berr komzoù.

9 menneg war e roll lez-varn en doa gwaz ar plac’h serret.

9 vizvezh toull-bac’h a voe reklemet gant ar brokulorez evit an div c’hoar ha 12 mizvezh evit ar gwaz lies-kondaonet.

A-benn ar fin e voent laosket da vont gant ar barner. N’eo ket deuet a-benn da gavout prouennoù a-walc’h evit o c’hondaoniñ. Hag an arc’hant a zo bet roet dezho en-dro !

Evit didamalliñ e glianted, unan eus breutaerien ar Rromed en deus komzet eus « o sevenadur e-keñver an arc’hant »

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, Loudéac, Religion, Société

Lozaog (22) : Devezhioù kristen e brezhoneg e miz gwengolo

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT, Patrimoine

Bedadaw a lâr’ Ya d’ar Brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : an herminigoù a zo bet tennet eus an ardamez !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

An embregerezh Arfolk he deus sinet live 2 ar garta Ya d’ar Brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Saint-Julien-de-Concelles (44) : 28 karavanenn o deus en em staliet e-kichen al lenn

Découvrir l'article

CARHAIX, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local

Emañ Langoned é vonet da sinañ live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Paimpol

Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù labelizet L1 gant Ofis ar Brezhoneg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Nebeutoc’h-nebeutañ a dud o teskiñ brezhoneg, perak ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

La Bressola (skolioù e katalaneg dre soubidigezh) savetaet gant ar Su

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Morbihan : ur renour nevez aveit polis an departamant

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky