Bro-Vrier : un emgav etre daou heñvelreviad evit mont d’ober un tamm tro d’ar sanailh, unan a glask krougañ egile

Hag e vo kontet an afer-mañ da feulster etre priedoù gant ar feministed pe get ?

E Bro-Vrier, e 2019, Tuture* ha Tatave** a oa boaz d’en em gavout evit “mont d’ober un tamm tro d’ar sanailh” e-giz vez lavaret du-mañ. 19 vloaz an hini kentañ ha ur bloaz ouzhpenn egile. Petra a zo c’hoarvezet d’an 18 a viz here avat ? Den ne oar. Tapet zo bet ur senklenn gant Tuture ha lakaet tro-dro da gouzoug Tatave. Ha setu an hini kentañ o kregiñ du ! Goude bezañ stardet mort e laoskas e gomper semplaet, dam-varv, war al leur. 10 eur goude an afer, e voe kavet Tatave war bord an hent gant ur bleiner gwetur. Fall e jeu met bev memestra.

Mont a reas da gontañ e avañtur d’an archerien kerkent ha serret e vo Tuture war-lerc’h. Kaset e voe d’an toull-bac’h ma chomas ennañ muioc’h eget 7 miziad.

D’ar 16 a viz kerzu e oa dirak lez-varn Sant-Nazer. Tatave ne zeuas ket, e dad ne lavaran ket.

Ne oare ket petra lavar Tuture diwar-benn an afer. Ne felle ket dezhañ kaout darempredoù seks an deiz-se war a seblant met Tatave a bouezas…

A-benn ar fin e vo douget ar varnadenn d’an 13 a viz c’hwevrer.

* Ragañvioù cheñchet ganeomp

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS