Hag unan oc’hpenn ! Bouloñjerezh Brehant-Loudieg a vo serret

boulangerie

Bosenn an tredan he frizioù uhel o zo é gober ur riñs àr an holl vouloñjerezh ! A-c’houde an 10 a zo bet serret dija e Gwened hag ar seizh e An Oriant, bremañ eo tro hini Brehant-Loudieg e bro Pondi kar n’eo ket mui ar c’houplad boulañjourion aveit paeañ ar fakturennoù tredan. Dibaoe c’hwec’h vlez e oant é terc’hel an “O’Ptit Bara”, ur vouloñjerezh geti un anv brezhonek er bourk. Met pe mod derc’hel get ar prizioù é gober ur c’hresk abominabl ! +100% aveit an danvez, +30% aveit an hed, +50% aveit ar pakajoù ha surtout +100% aveit an tredan !

Hag ar santimant en deus ar c’houplad da vout bet touellet get ar stad gall hag EDF.

Piv a denno splet a se ? Ar gourmarc’hadoù èl rezon ! Peotramant ar chadennoù a vouloñjerezhioù industriel. Pa vo achu get ar maread fall-se e vleunio seurt bouloñjerezhioù en holl barrezioù, me bari. Setu aze ar pezh a glask gober ar gouarnamant !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS