Bro-Skos : Nicola Sturgeon a ro he dilez !

Biskoazh ! Roet he deus Nicola Sturgeon, kentañ vinistrez Bro-Skos, he dilez dimeurzh vintin. Abaoe 8 vloaz e oa e penn gouarnamant emren Bro-Skos.

Brud vat oa ganti betek-henn dreist-holl peogwir e tale atav ouzh Theresa May, Boris Johnson ha neuze Rishi Sunak, Tories anezho o zri. Betek ar momed diwezhañ e klaskas kaout asañt Londrez evit aozañ un eil referendum war an dizalc’hiezh.

Pezh zo, ne oa ket ken mat he jeu abaoe nebeut abalamour d’an trouz diwar-benn an treuzjenerien. Hervez ul lezenn votet gant kannaded an SNP e c’hello ar re a fell dezho “treuziñ” kerkent ha tapet o 16 vloaz hep ma vefe roet ali ur medisinour bennak en a-raok. Alese e c’hello tout ar grennarded skañv o spered hag o klask piv int cheñch jener gant tout an traoù az a da heul. N’he deus ket heuliet pobl Bro-Skos Nicola Sturgeon war ar poent-se ha mat he deus graet !

Hervez al lezenn vreizhveuriat e vo anvet prezident nevez an SNP da vinistr kentañ rak e Bro-Skos evel e Bro-Saoz dre ret ez a da vinistr kentañ prezidant ar strollad en deus gounezet ar votadegoù.

N’eo ket bet lakaet al lezenn war an treuzjener da dalvezout c’hoazh m’eo bet skarzhet ur vaouez abalamour dezhi !
Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS