
Korsika : Alanu Ferrandi hanter dieub !
Goude Petru Alessandri, setu Alanu Ferrandi ! Dibrizonet eo bet ar prizoniad korsad ar mintin-mañ eus toull-bac’h Borgu e Bro-Korsika. Hervez al lezenn en defe gellet bezañ dibrizonet abaoe 2017 met dalc’het e oa bet en toull-bac’h memestra. Abaoe 24 vloaz e oa er prizon evit bezañ bet er c’homando Erignac. Gallout a raio labourat e-pad an deiz e Castellare